Aozet eo an tiriad hervez broioù zo, evit Breizh (4) e konter 21 anezho, sikouret gant arc’hant Europa dre steuñvoù Feader, Feder pe c’hoazh Feamp. E Breizh en deus galvet ar C’huzul Rannvro an aozadurioù da ginnig raktresoù evit talvoudekaat an intruduoù bet kemeret gant an eil...
Liorzhañ dre ar gwagennoù
E Breizh a-bezh e anavezer mouezh paotr Lannuon, dre ma vez o komz bep sizhun e radioù ar vro, France Bleu Breizh-Izel e Kemper pe he c’hoar henañ e Roazhon. Abaoe m’eo bihan eo dedennet Philippe Munier gant al liorzhañ. Da 7 vloaz, e rannvro Pariz, e krogas ganti pa...
Ur c’hafedi da liamm nevez
Pa oant yaouank e oa ur c’hafe-ti-krampouezh e karter ar C’hermeur. Met serret eo bet. Ur skol a zo bet ivez, bet serret ivez e 1960. Betek m’en em gavfe ur dornadig merc’hed eus ar vro evit reiñ buhez d’al lec’h. Eglantine Quellier, Julie Bertillon, Gaby Guillerm...
Asambles a-dal d’ar c...
Anavezet eo ar c’hleñved, ur ger o vodañ a bep seurt poanioù. Hag evit sikour an dud tapet evel-se en em strollont, alies-mat tro-dro d’un ospital, war an tiriad ma kas hemañ e gefridi da benn. E ospital Laenneg Kemper ez eus eus ur rouedad “Onco Kerne”, dezhañ ar pal...
Mignon ar c’hoad
Abaoe 45 bloaz e vez Yvon Bellec o labourat ar c’hoad, en diavaez eus e amzer labour da gentañ, a-raok krouiñ e stal, Amibois. Pa oa yaouank dija e kare krouiñ c’hoarielloù e koad evel marc’h-brañsigell e vreur. Met d’ar mare ma rankas labourat ez eas war hentoù all,...
Produiñ kalz, daoust d’ar ve...
E Roazhon zo douaroù – 800 devezh-arat – bet dilezet abaoe ar bloavezhioù 80 er Prevalaye, gouestlet ma oant bet d’an dudi. Abaoe zo bet klasket staliañ peizanted eno. E bed an natur eo bet Mikael Hardy evit ar wech tout, ezel eus Breizh Vev, eus an LPO, bet desket e...
Evel ar skaouted
Bezañ prest, bevañ gant an natur, diwall ouzh ar blanedenn a zo gerioù-stur anat evit an 2 blac’h yaouank o deus krouet ur gevredigezh, “Les Jeanettes”, savet o c’hazetenn drimiziek, embannet ha skignet pegsunioù, evit brudañ o mennozhioù. E deroù 2017 e kroue...
Dastumerien legumajoù ar mor
5 bloaz ‘zo eo bet krouet Algo’Manne. Staliet eo an embregerezh e Porsal. Gwerzhañ a reont bezhin mat da zebriñ. Abaoe pell eo troet Julien Racault war ar c’henskoazell hag an doareoù doujus ouzh an endro. Un nebeud bloavezhioù ‘zo en deus bet tro ar paotr...
Tennañ gounid eus koad ar vro
E bro Dinan e felle da lod talvoudekaat ar c’hoad a gaver war ar c’hleuzioù. Dindan 10 vloaz o deus krouet un hentenn, postoù-labour… A-raok 2008 e felle dija da “Kuzul Diorren bro Dinan” gouzout muioc’h war pinvidigezhioù naturel an tiriad. Implijet e voe...