KaB 2018 : Tud yaouank barrek
04/05 /18

KaB 2018 : Tud yaouank barrek

Daoust d’an niver bihan a arvesterien eo bet fromus ha brav al labour diskouezet gant ar remziadoù yaouank, kanerien, sonerien ha konterien anezhe. 

 

5 skol Diwan, 2 skol brevez, ha 14 skol divyyezhek publik. Skol Diwan ebet eus Penn-ar-Bed  ! Live uhel a oa, gant sonerezh korf, liesvouezhiek, evel gant bugale skol Langidig. Ha nerzh forzh pegement gant skol Diwan Louanneg, « Joli coucou » kanet gant skolaj Brizeug Kemper… Er-maez e lakae Apache BZH an dud da zañsal un « avant deux de travers » gant ur gitar, goude bout sonet gant un « hang » ! Plijadur zo bet atav. Hag ar maout a zo aet gant Denise Le Franc, eus Kemperle evit ar gonterien e brezhoneg.

Nebeud a dud
Met ne oa ket a-walc’h a gonterien e brezhoneg : 5 hepken. E gallaoueg e oa brav al live gant 6 konter ampart. Annie Guinard hag André Mounier zo bet trec’h, rampo. Gant Nicolas Buannic e oa aet ar maout evit un destenn savet gant Youenn Drezen ha lennet gant ur sapre taol mouezh a vro Vigoudenn. Pajennoù diwezhañ « Kamm dro an Ankoù », desket dre eñvor gant Patrick Drean, ha skrivet gant Loeiz Herrieu, a oa ul labour a-feson ha bourrapl. Met ur genstrivadeg a chom ur genstrivadeg.

Re yaouank ar strollad « Drask », bet eilv e kenstrivadeg al liseoù Lannuon goude Kazi, strollad bro Redon, a zo bet trec’h evit ar strolladoù sonerezh. Hag Elouan le Sauce er “c’han da selaou” rampo gant Louis Bernier.
Kan gant ur benveg sonerezh : priz kentañ ebet. Solo ; Elouan le Bras, ha Duo Betin ha Guilloux.
Skolioù : An Oriant Kernevez kelc’hiad 3 ha skol publik Rostren.
Evit “Kanit ‘ta” eo Koulma ar Gall ha Bugale an Oriant, hag evit “Tud kar”, ar familh Robic eus Klegereg a zo bet e penn ar jeu.

 

Gourc’hemennoù d’an holl, gant ar spi e vo graet ur gwir striv evit lakaat muioc’h a bouez evit ma vefe konterien brezhonegerien er skolioù, en abadennoù,…

 

FC