Distro ar C’hendalc’h
04/05 /18

Distro ar C’hendalc’h

Yann Gwilhamod, Jakez Derouet et Padrig An Habask

Etre ar 16 hag an 21 a viz Gouere e vo eskemmet mennozhioù etre dileuridi ar broioù keltiek diwar-benn al liammoù etre yezhoù keltiek ha mediaoù sokial.

 

E 1867 e oa bet ar c’hendalc’h keltiek e Sant-Brieg. Adalek 1921 e teue an emgavioù da vezañ reoliek. Bep 6 vloaz e vez tro Breizh da zegemer ar gendalc’hidi, 14 gwech en holl eta, goude Bro-Skos – e Pearth warlene –  hag a-raok Kernev-Veur. E Roazhon (2001), Karaez (2006) ha Gwengamp (2012) eo bet dalc’het an eskemmoù. An deirvet gwech e vo da gêr-Gemper, goude 1924 ha 1951, da zegemer ar C’hendalc’h. Gortozet e vez war-dro 100 den bennak. Digoust e vo an holl brezegennoù, hag ivez an abadennoù sonerezh, a vo dalc’het e skol al Likes. Evit ar peurrest, abadenn veur e teatr Max Jacob, baleadegoù betek Lokmaria ha mirdi ar faienserezh – un diskouezadeg war labour Jeanne Malivel a vo d’ar poent-se – pe ur veaj betek Landevenneg asambles gant stajidi KEAV, e ranko an dud en em enskrivañ.

 

Keñveriañ
En holl vroioù e klever anv a rouedadoù sokial, a lec’hiennoù niverel, a zoareoù nevez da gelaouiñ. Ken o deus kavet dedennus tud ar C’hendalc’h Keltiek lakaat ar gaoz war ar plas a c’hell kaout ar yezhioù keltiek er bed nevez da zont. “Keñveriañ an degouezhioù e bro pe vro. Klask tennañ gounid eus skiant-prenet an eil re eo pal ar prezegennoù. Dibabet e vez gant pep skourr piv a vo dileuriet evit reiñ ur skeudenn eus ar pezh a vever e bro pe vro.” eme Yann Gwilhamod, prezidant ar skourr breizhat. “N’eo ket anat d’ar yezhoù kaout o flas eno, da vare ar bedeladur, met ma ne vez ket klasket e vo gwashoc’h c’hoazh.” eme eus e du Padrig an Habask.
D’ar Meurzh 17 ha d’ar Merc’her 18 e vo dalc’het ar prezegennoù gant dileuridi ar 6 bro.