Chinchon : Rouzig e Gallaoueg
07/05 /18

Chinchon : Rouzig e Gallaoueg

E miz Mae e teuio e-maez troidigezh Rouzig e gallaoueg. Ur gelaouenn evit ar vugale etre 3 ha 6 vloaz eo Rouzig, embannet gant Keit Vimp Bev. Cheñchet hec’h anv dezhi, hag hi da vont da vezañ Chinchon !

 

Abaoe un nebeud bloavezhioù eo deuet kreñvoc’h emsav ar gallaoueg e Breizh. Dale bras ma ‘z eus gant yezh reter ar vro. “Er memes stad emañ ar gallaoueg ha ma oa ar brezhoneg 50 vloaz ‘zo” eme Jerom Bouthier, deuet bloaz zo da vezañ kenurzhier evit Ensavadur ar gallaoueg. Un tammig muioc’h eget bloaz ‘zo c’hoazh e oa bet krouet an emsavadur-mañ.
Ma seblant mont muioc’h war-raok an traoù abaoe m’eo bet krouet Ensavadur ar gallaoueg, e ranker menegiñ ez eus kentelioù gallaoueg evit an dud deuet, pe er skolioù, er skolajoù, pe el liseoù abaoe ar bloavezhioù 80. Ha tamm-ha-tamm ar yezh d’ober he zoull en-dro… “Met diwar an dale-bras a zo gant ar gallaoueg, ez eus mankoù e-leizh gant ar re a fell dezho deskiñ, pe ober gant ar yezh…” a resisa kenurzhier Ensavadur ar gallaoueg.

 

Chinchon
Setu dres ar pezh a vo dav d’an Ensavadur cheñch neuze.
Divizet eo bet ganto reiñ danvez d’ar skolioù a ginnig kentelioù gallaoueg d’ar vugale. Evit en ober e vo troet ar gelaouenn viziek Rouzig e gallaoueg.
Dont a raio hi da vezañ Chinchon – talvezout a ra da “vBabig.” “Ouzhpenn reiñ danvez d’ar skolioù, eo hor pal ivez cheñch skeudenn ar yezh. Diskouez d’an dud e c’heller skrivañ, ha lenn, e gallaoueg” a embann Jerom Bouthier.
Kaset e vo al labour treiñ diwar ar brezhoneg da benn gant Fabien Lécuyer, ha lennet hag adlennet e vo ar skrid gant gallaouegerien ampart all, mil vrudet anezho, evel Daniel Robert, Marie Chiff’mine, pe Régis Auffray !
Evit poent e teuio e-maez un niverenn “mann” e miz Mae. Skignet e vo un tammig pep-lec’h e Breizh-Uhel, digoust.
“Hervez an heklev a vo war an dachenn, hag hervez ar yalc’hadoù a vimp gouest da dapout, e vefe lañset da vat ar mizieg evit ar vugale a-benn miz Gwengolo 2018” eme Jerom Bouthier.
Ar re a fell dezho kaout niverenn 0 Chinchon a c’hell mont e darempred gant Ensavadur ar Gallaoueg a-drugarez d’o lec’hienn nevez-flamm.

institutdugalo.bzh