Betek Plougerne !
17/05 /18

Betek Plougerne !

1819 km pelloc’h, erruet eo ar Redadeg e Plougerne, e-touez ur mor a dud.

 

War an ton bras e oa bet graet an traoù e Plougerne, ha niverus an dud, muioc’h eget e Lokoal, daou vloaz ‘zo. “Yen eo met n’eus ket bet glav.” eme Katelin al Lann, laouen ha disammet. Un nebeud traoù o deus degaset diaesterioù, evel ar c’hudennoù gant ar skramm da vare lenn ar gemenadenn savet gant Yann-Fañch Kemener, pe ar skolioù chomet hep kemer perzh war zigarez e oa ar vakañsoù. Met nebeut a dra, e gwirionez, da geñver ar poentoù pozitivel, al labour divent kaset da benn gant tud ar Skar, ar plas kemeret gant an dud vouzar…

N’eo ket echu an holl gontoù – ar miloù-mor da skouer – met laouen e oa an aozerien disul. “Tizhet hon eus an 1800 kilometr gwerzhet” a vouskane Tifenn Siret oc’h embann e oa bet gwerzhet 1801. “Betek ar fin hon eus ranket strivañ. Pemzektez a-raok ar gouel e oa c’hoazh 400 km diberc’henn.” a resisa Katelin al Lann. N’eo ket sur zo bet kontet ganto ar 5km o deus graet ar re yaouank, e Pariz, da vare ma loc’he an hini ofisiel eus Kemper.

 

Berr-ha-berr

REDADEG, BETEK AN TREC’H ? 

Amzer fall war vor

Brav e oa kregiñ war vor, met meur a hini zo bet klañv war ar vag, ken dirollet e oa ar mor, gant glav hag amzer yen ouzhpenn da se… Met ne vern, dindan ar glav, dindan an heol tomm-berv e kendalc’h ar redadeg gant he hent !

 

Skaer didud, pegen start…

Pa vez klasoù divyezhek er vro, ha bugel ebet, familh ebet, skolaer ebet o redek, e rank ar skipailh farsal, kanañ, kontañ war ar rederien zo er skipailh surentez… Hag e kreiz-kêr Skaer da 10e noz dre chañs e oa ur rederez dirollet, diarc’hen, a daole he zreid « war ar pavez », ha « Skaerman », gant un DJ dirollet ouzh ar mikro.

 

Banaleg : nag a nerzh, nomdetoui !

Boas eo kêr vBanaleg da zegemer ar redadeg, 25% eus ar vugale zo skoliataet e brezhoneg (Divyezh publik ha Diwan), er skolaj zo 62 bugel o heuliañ kentelioù e brezhoneg… Ha neuze, n’eo ket souezhus gwelet kement a dud er straedoù ha kement a dud o redek, treuzwisket, gant chas, gant ar Fañch bihan, gant dilennidi an ti kêr, an depute, kuzulierez Kemperle Kumuniezh…

 

Skar : ur skipailh kalonek ha sirius

E-pad dek devezh zo bet ret dezho derc’hel an taol, chom hep bout klañv, kousket amañ hag aze, sikour pa vez lec’hioù dañjerus, skoazellañ ar skipailhoù a zo e penn ur redadeg evit ar wech kentañ, sevel filmoù dirollet evel hini gant ar c’hoarezed Goadeg e kreiz-kêr Karaez, a gan ur c’han-ha-diskan. Trugarez dezho. Hepto ne vefe redadeg ebet  !

 

Trigone Production, France 3, TF1, Brezhoweb…

A-dreñv ar c’hamera e oa Christophe kazi bemdez, Lionel Buannic e Plougerne, an devezh kentañ e oa France 3… Ha savet ur film ‘pad ar redadeg gant Miss Redadeg 2018, ur giez brav ken-ken… E bro an Oriant, kilometr Yaestel d’ar merc’her noz… Skeudennoù da welet hepdale war bajenn Trigone…

 

Fanny Chauffin