Baleet e vo evit ar skol c’hoazh hag adarre
07/05 /18

Baleet e vo evit ar skol c’hoazh hag adarre

Evel bep bloaz, d’ar Yaou-Bask, e vo eus an Tro Menez Are. D’an 10 a viz Mae e vo emgav-bras ar valeerien, e Lokmelar… Hag enoret e vo ar vro Chelgen.

 

Abaoe 1989 e vez dalc’het an Tro Menez Are bep Yaou-Bask. Krouet e oa bet evit arc’hantaouiñ Skol Diwan Kommanna. Ha gwir eo c’hoazh e 2018 ! Mod-se, pep perzhiad, pep baleer, a bae 8 pe 9€ da vont gant unan eus ar seizh hentad bet kempennet gant skipailh an Tro Menez Are. Dezhañ da zibab : 6, 10 (daou hentad 10 km a vo), 15, 20, 30 pe 40km… Bep bloaz e ra berzh bras an dTro Menez Are. Pe evefe brav pe fall an amzer e vez degemeret bep bloaz etre 7000 hag 8000 den o vale.
A-vloaz-da-vloaz e cheñch ar gumun. Goude Lopereg e 2016, Ar C’hloastr-Plourin e 2017 e vo dalc’het an abadenn war gumun Lokmelar ar bloaz-mañ. Etre Leon ha Treger emañ ar gumun, er vro Chelgen – diouzh anv an dilhad hengounel. Bro ar Juloded eo hini Lokmelar ivez.

 

Birvilh e Lokmelar
Un digarez e vo da valeerien Tro Menez Are da zizoleiñ kumun Lokmelar neuze. Dibar eo, rak mont a raio an hentadoù dre gwenodennoù ha na c’heller ket mont drezo, sañset  : Perc’henned tachennoù ‘zo o deus aotreet an tremen nemet evit devezh an dTro Menez Are.
A-hed pep hentad e vo kavet standoù lec’h ma profet dour d’ar valeerien, pe kavet evajoù, bara pok-ha-pok… Da vareoù ‘zo e vo eus abadennoù sonerezh zoken war an hentadoù. Ar bloaz-mañ e vo eus un hentad 10km ouzhpenn, anvet “Tro Vouk.” unan ispisial eo, dre ma loc’ho an holl valeerien asambles da 10e30, sonerien ganto da reiñ lusk dezho war an hentad a-bezh !
E bourk Lokmelar, e vo kavet peadra da zebriñ ha da evañ, hag ur marc’had c’hoazh da brenañ produioù mat ar vro. Ur genstrivadeg gouren a vo ivez, displeget ouzh ar mikro.
E fin an devezh e vo eus ur fest-noz, gant Laridenn, Paotred ar Riwall, Boest an Diaoul Orchestra, Baliskis, Kalon Goat, Maurice Poulmarc’h ha Renée Nicolas (6 € ar mont-e-barzh, digoust evit ar valeerien…)
Bez’ e c’hellit rak-prenañ ho hentad – 8 € – dre lec’hienn Tro Menez Are, evit ma n’ho pefe ket da c’hortoz re, pa zeuio poent loc’hañ gant an hent. 9 € e kousto an hentad o prenañ anezhañ d’an 10 a viz Mae. (Bugale 10-15 vloaz : 4,5 €/5 € ; 1€ dindan 10 vloaz)
War al lec’hienn e kaver ivez muioc’h a zisplegadennoù war pep hentad, ha bez’ e c’heller goulenn titouroù ivez digant an aozerien, ken kaz e vefe diaes deoc’h dibab hentad-mañ-hentad

www.tromenezare.bzh

 

Pennad-kaoz gant Pierre-Yves Moal, maer Lokmelar :

Ya ! : Ken pouezus eo atav sikour ur skol Diwan e Kommanna ? Petra eo an efed war mont-en-dro ar skol ?
Pierre-Yves Moal : A-drugarez d’an dTro Menez Are eo e talc’h Skol Diwan Kommanna. Rak evel en holl skolioù Diwan e ranker kaout arc’hant da baeañ ar savadurioù, an implijidi n’int ket skolaerien. Ur sapre karg eo ! Peadra zo d’en em c’houlenn peseurt statud a zo gant Diwan, ken bresk e chom an traoù daoust d’an 40 vloaz tremenet. E miz Gwengolo tremenet e oa deuet breskoc’h an traoù gant “enkadenn ar postoù skoazellet.” ‘Michañs emañ ar gouarnamant o labourat war ar gudenn-mañ rak rankout a raio bezañ diskoulmet a-raok an distro-skol.
Ezhomm ‘zo ouzh ar gerent a-hed ar bloavezh evit ma vefe eus an dTro Menez Are bep bloaz. Startijenn ha youl ganto atav ! Dre ma cheñch an abadenn kumun bep bloaz, e saver en-dro an traoù, kazi diwar netra.

Ya ! : Muioc’h-mui a valeadegoù a zo. Perak e kendalc’h TMA d’ober berzh daoust d’ar c’hevezerezh ?
P-Y. M. : Un dalvoudegezh sevenadurel a zo gant an dTro Menez Are, pelloc’h eget ar yezh nemetken. Un digarez e vo abadenn 2018 da zizoleiñ Lokmelar, e-kreizig-kreiz ar vro Chelgen.
Estreget ar re zedennet gant an dilhad hengounel, piv a anavez ar vro-se ? Dont a ra an anv “Chelgen” diwar anv an dilhad hengounel a veze gwisket du-se. Bro ar Juloded eo ivez. Labourerien-douar anezho, ha marc’hadourien war un dro, deuet da vezañ pinvidik a-drugarez d’al lin. Ganto eo e oa bet arc’hantaouet porzhioù-iliz ar vro. Evel hini Lokmelar, just a-walc’h, da skouer…

Ya ! : Petra a zo kemmet dindan 30 vloaz ? Petra a zo nevez ar bloaz-mañ ?
P-Y. M. : An heklev eo a zo cheñchet. Hiziv e ranker bezañ gouest da zegemer un 8 000 den bennak. Feurmet zo bet un deltenn-vras da staliañ e Lokmelar. Ezhomm ez eus bet kavout ur 15ha bennak a zouaroù dieub, da barkañ an otoioù… E-kreiz miz Mae n’eo ket anat !
Mod-all hon eus lakaet ar pouez war an diorren-padus, o lakaat an dud da implijout gobeledoù adimplijadus. Memes mod emañ Park an Arvorig gevellet ganeomp evit doujañ ouzh endro dibar ar Menez Are. Hentadoù ‘zo ‘zo bet kemmet evit ma ne ‘z afe ket ar valeerien da flastrañ plant ral o bezañs, pe da zirenkañ laboused ‘zo, int o neizhiañ e takadoù resis !