Yezhoù
30/04 /18

Yezhoù

N’eo ket anat cheñch yezh, da lavaret eo mont eus an eil yezh d’eben, ’vel ma reomp-ni, ken alies ha bemdez, o tremen eus ar brezhoneg d’ar galleg hag eus ar galleg d’ar brezhoneg, hep fin. Er gwelet a ran p’en em gavan gant tud kozh, hag o deus poan o kaout o gerioù, dreist-holl ar gerioù n’o deus ket tro da implij alies, hag ar gerioù n’o deus ket desket ez-vihan. Ha neuze, bep tro, ez a ar gomz e galleg, rak, er gouzout a rit, beuzet omp en ur mor a c’halleg. Ma komzan eus kement-se eo peogwir eo bet c’hoarvezet ganin bremaik, p’edon o komz gant ur vaouez kozh, a blij kalz dezhi mont e brezhoneg, peogwir eo he yezh-vamm, met ne ’z eus, tro-dro dezhi, den ebet ken da vont e brezhoneg. A-raok fin pep frazenn, koulz lavaret, e tirikle e galleg, hag e kave an dra-se kasaus. Met a-benn fin hon troc’h-kaoz e teue ganti brezhoneg flour.

Laouen ’vefen bet ma vefe bet ken gwir all evidon en devezhioù tremenet, pa vedon e Breizh-Veur, gant daou all oc’h aozañ ur pirc’hirinaj. Ar saozneg, a gomzen aes a-walc’h bloavezhioù ’zo, ne zeue ket ken war-eeun. Ar gerioù a chome a-dreuz. Kaer em beze furchal em memor, ne felle ket dezho dont. Dont a raen a-benn da vezañ komprenet, hag a-nebeudoù da zisplegañ va mennozh, met gant pegement a boan ? Ne ouien ket ken e c’helle bezañ ken skuizhus klask gerioù ha na fell ket dezho dont, ha kaout anezho div vunutenn war-lerc’h pa n’eus ezhomm ebet ken anezho. E gwirionez, ma vijen chomet eno pemzektez ouzhpenn, e vije aesaet an traoù hag e vefe deuet buanoc’h ar gerioù en-dro, gant nebeutoc’h a skuizhder. O soñjal e kement-se e komprenan gwelloc’h ar seurt kounnar diabarzh a oa er vaouez kozh am eus gwelet bremaik : nompas bezañ gouest ken da zistripañ hor mennozhioù en hor yezh-vamm a zo ur si ha n’en em bardoner ket aes, hag a ro da c’houzout hor deuet da vezañ kozh !