Ti Breizh e kêr-Hambourg
08/04 /18

Ti Breizh e kêr-Hambourg

20 vloaz zo e tigore Herve Kerouredan an “Ti Breizh“ e-kreiz porzh Hambourg, an eil  porzh-mor brasañ e Europa, kanndi Breizh, ur seurt arouez evit Bretoned o chom e hanternoz Bro-Alamagn. Krouet e oa bet ganto ur gevredigezh anvet Abban*. 

 

E penn anezhañ ez eus un den youlek ha degemerus, Herve Kerouredan, genidik eus kostez Roazhon met “E Plozeved emañ ma gwrizioù. Ma zad hag en deus graet studioù war ar prederouriezh. Komz a rae alamaneg ha dimezet eo gant ur plac’h eus ar vro. Chomet eo tost eus Breizh ha labouret en deus war diorren Breizh. Setu em eus dibabet digeriñ un ti gouestlet d’am bro, ul lec’h ekonomikel, sevenadurel ha touristel. Digoret eo bet, ez-ofisiel, d’an 23 a viz Gouere 1998. Deuet e oa Josselin De Rohan, prezidant kuzul rannvro Breizh d‘ar mare-se, da ziskouez pegen pouezus e oa ar gevredigezh evit an holl.“ emezañ.

Degemeret e vez embregerezhioù evel Cotten, Le Minor…hag all, evito da vezañ anavezet gwelloc’h en tu all d’ar Rhin.

 

Gevellet

Ouzhpenn-se eo Hambourg ha Naoned div gêr tost an eil d’eben war meur a dachenn. Lec’hiet int o-div e foñs un aber. Johanna Rolland, maerez Naoned, a zo deuet ivez da greskiñ al liammoù ekonomikel, e miz Mae tremenet, da geñver goueliou ar porzh. Ul linenn karr-nij etre an div geoded a lak an darempredou da vezañ aesoc’h bremañ. 

An ti-krampouezh staliet e Ti Breizh a zo deuet da vezañ lestr amiral an embregerezh e lec’h ma labour 30 implijad.

 

Krampouezh

“Ar c’hrampouezh ne oant ket anavezet dre amañ met bremañ e vez servijet betek 400 pred, devezhioù zo. Klevet e vez an dud o lâret “Ni a ya da Di ar Vretoned”. Ur bern marc’hadourezh a zeu eus Breizh evel ar morzhed-hoc’h med an ed-du a zeu eus Bro-Bologn.” emezañ. Kavet o deus ur vilin a ra bleud a-zoare. Lakaet e vez da dalvezout danvezioù evel anduilhenn Gemene.

“Skrivet em eus ul levr e alamaneg diwar-benn ar c’hrampouezh. An titl a zo e galleg, “Crêpes et galettes.” 3000 skouerenn a zo bet gwerzhet dija.” a ouzhpenno Herve, helavar dalc’hmat pa vez anv eus Breizh. “Amañ a-hed ar bloaz zo diskouezadegoù livadurioù. Klask a reont bezañ ul liamm evit ma vo anavezet Breizh gwelloc’h.” War dachenn ar sevenadur e vez roet kenteliou brezhoneg gant Patrik. Hag ivez un c’hant bennak a zeu da zañsal.

 

Jean-Luc Bannalec

Ur skrivagner alaman a ra berzh bremañ er vro. Skrivañ a ra romantou polis lec‘hiet e Breizh, e Penn ar Bed, dreist-holl. Tri milion a levrioù en deus gwerzhet.  “Kalz touristed, goude bezañ lennet e romantoù a zeu da Vreizh da heuliañ roudoù an tudennoù. Kemeret en deus un anv pluenn, Jean-Luc Bannalec.“ eme Herve Kerouredan. 

Pa oa yaouank e oa deuet da dremen e vakansoù e Penn-ar-Bed marteze kostez Banaleg. Mont a ra bep bloaz da Vreizh… a blij kement dezhañ.

 

Ur fest-noz meur

Evit lidañ 20vet deiz-ha-bloaz ar gevredigezh e vo aozet ur fest-noz meur e Hambourg d’an 27 a viz Here. Dont a raio strolladou eus Breizh evel Hiks. Bez’ e vo war-dro 500 den. Labour zo neuze war ar stern evit Fiona Scuiller, prezidantez an Abban hag evit hec’h izili. Evit stad Hambourg eo bet degemeret Kevredigezh ar Vretoned evel un aozadur a dalvoudegezh kevrediñ. Enoret e vez ar Vretoned, ‘kostez ar stêr Elbe…

 

Yann Kerivoas

 

*Abban, kevredigezh ar Bretonezed hag ar Vretoned e hanternoz Bro-Alamagn.

 

 

Ti Breizh / Haus Der Bretagne 

Deichstrasse 39   20459 Hambourg

abban@abban.de