Sine : LE COLLIER ROUGE

LE COLLIER ROUGE

Un teulfilm sevenet gant : Jean Becker (2017)

François Cluzet, Nicolas Duvauchelle, Sophie Verbeeck (1e23)

 

Tra ma ne vo ket achuet gant kantved pennbloaz ar brezel 14 e vo tro da weled filmoù war e zivoud, ha goude c’hoazh kredabl, kement a bouez en deus bet an darvoud-se e istor ar vro. Filmoù braw evel Au revoir là-haut (Albert Dupontel) pe Les Gardiennes (Xavier Beauvois). Ha sur e vehe traoù da ziskoueziñ c’hoazh, da skwer lec’h ar Vretoned er brezel ; istoer François Lorañs, kollet e-kreiz an emgannoù, kavet gant ar Fransizion goude ha fuzuilhet gante, a lârer, abalamour ma responte ya evel an Alamanted. Mard eo bet ken pouezuz ar brezel-se evidimp, goude pewar bloaziad stourmoù didruez, soñjomp er brezelioù hirroc’h c’hoazh, tostoc’h douzhimp, evel heni ar Siri a bad diehan a-c’houde 2011…

Ar pezh a zo, ne achu ket an traoù ken aez-se goude sinadur an armistis, sinadur an arsav-brezel. Chomel a ra korfoù gloazet, familhoù glac’haret gant marw o mibion, speredoù trejeboulet gant ar pezh o doa gwelet ha bevet. Chomel a ra ive labour gant ar justis, rag ne ya ket an traoù dalbezh hervez ar lezennoù, ha kavoud a ra ar justis labour ataw, er brezel kement hag en amzer a beuc’h.

Diwar romant Jean-Christophe Rufin en deus savet Jean Becker ar film-mañ, a gont istoer ar soudard Moriac bet kaset war meur a dachenn-brezel e-pad ar prantad trubuilheg-se. Un den kaloneg, ken kaloneg ar soudard ma oa bet divizet roiñ ar « légion d’honneur » dezhañ war e wele-ospital a-gaoz d’e gadarnded er c’hrogadegoù. Ha nawazh, setu ma oa bet dalc’het ar soudard-sen e toull-bac’h ur c’hazarn kollet e-kreiz ar Berry, beteg an hañv 1919. Perag ‘ta ? Petra en doa graet an den-se, ar soudard-se, waet da c’houron zokén, evid ma oa bet parraet doutañ a voned d’ar gêr evel ar soudarded arall ?

Dalc’het mat eo ar mister, mez santoud a ra an arvesterion ema alc’hwez ar c’hompren gant ar c’hi a vez gwelet é c’harzhal adal ar penn kentañ, ur c’hi hag a zo tudenn bennañ an istoer, en desped dezhañ, evel-just. Ur c’hi é c’hortoz e vestr dirag ar prizon, noz-deiz, gant ar risk a skuizhañ an dud gant e harzhadennoù. Savet eo ar film diwar an enklask a rank un ofiser-barner, Lantier du Grez, kas da benn evid klozañ an afer-se, ha eñv tost douzh e retred. Daet da weled an den e klask an ofiser kompren jest ar soudard a zo diragzañ. Mar n’eo ket ar soudard unan evel ar re arall, n’eo ket mui an ofiser ken plom en e soñjoù evel ma oa bet gwezhall naket. Labour ar brezel e pennoù an dud…

Sentiñ douzh an ofiserion a vez desket en arme. Pa veze red krapiñ er-maez ag ar c’hlazoù evid fardiñ war an Alamanted e yae ar wazed war-raog, tra ma santent e servije d’un dra bennag koll o buhezioù war an talbenn. Evid difenn o frankiz ha frankiz o bro da skwer. Mez goude meur a lazhadeg diefed e oa daet soñj da lod ne oant nemed jedouerioù etre daouarn o jeneraled. Neuze e oa daet soñj d’ar re-se sevel eneb d’ar jeneraled. Mez ouzhpenn-se, e fin ar brezel, goude miz Here 1917, e oa daet doere d’an dud ag ar pezh a oa degouezhet er Rusi, gant taol ar volcheviked o doa diskaret an Tsar. Hutinadegoù a oa bet neuze, evid meur a abeg, hutinadegoù eneb d’ar brezel, eneb d’ar re o doa divizet kas kement a dud d’en em gannañ en o lec’h. Ha gouied a raomp pegen stard e oa bet ar wask war an hutined goude. 

Romant ha film zo magadur dimp da soñjal er brezelioù hag o sotoni. Gwell dimp prederiañ warne e-raog marse, kentoc’h eged gortoz boud e-barzh…