Sine : BOTOÙ-KOAD DRE-DAN

BOTOÙ-KOAD DRE-DAN

Ur film sevenet gant : Soazig Daniellou (2017)

Gant : Tud Strollad ar vro bagan    (52 mn)

 

Graet he deus Soazig Daniellou ur labour ag an dibab amañ, pa zistro gant he c’hamera war ar bloazioù pa oa savet Breizh en-dro, gant hec’h ene, he modoù da weled ar bed (hag he bed dezhi da gentañ). Goude Mae 68 ne oa ket bet an traoù evel e-raog er vro-mañ na nebtu arall er Frañs. Mez ankouaet hon eus marse, hag ar re yaouank marse ne ouiont ket penaoz e oa bet an traoù e Breizh er bloazioù 1970, bloazioù Alan Stivell, pa sinifi stivell andon, mammenn pe eien. Ha gwir eo e oa bet ar prantad-se gwir brantad ur Vreizh nevez é toned a varw da véw en-dro. Goude ar Celib, lañset er bloaziadoù 1950, bec’h d’ar festoù-noz adkaset gant Loeiz Roparz adal 1939 dija, ha bec’h ive d’an deskiñ brezhoneg, yezh bet disprizet ha dilezet gant ar rumm kent. Ar rumm-sen en doa lonket re aez dizmegañs ar skolaerion o doa borodet o skolidi gant an diskan ne oa ar brezhoneg nemed ur yezh plouked dibosubl da voud a live gant ar formika ha labour d’an oll.

Ya, marse hon eus ankouaet ar prantad bervuz-se, heni ar blew hir hag ar lavregoù o « favioù elefant », ur prantad e oa bet an dud yaouank é tizoloiñ e oant bet làeret gant ar randonenn ofisiel na roe ket tamm lec’h ebed d’ar pezh a oa dishañval en C’hwec’hkogn, lec’h ma n’eus ket nemed ur bobl, ur yezh, ur vrôad, hag a viskoazh. Evel pa vehe dibosubl lakaad an dud da genvevañ dishañval, evel pa vehe dañjeruz boud dishañval. Ne oui ket ar Fransizion petra a sinifi an dro-lavar « tournoi des six nations » pa gomzer a rugbi. Ne ouiont ket e vez sellet douzh Bro-Skos, Bro-Iwerzhon, Bro-Gembre ha Bro-Saoz, gant pobloù arall, tre evel ma vez sellet douzh ar Frañs hag an Itali. Breizh-Veuriz nawazh a sell douzh an Angleter, bro-Gembre ha Bro-Skos evel brôadoù, ar pezh a zo dibosubl er Frañs : n’eus ket tu amañ da zisklaeriañ eh eus pobloù difer e Bro-Gorsika pe e Breizh.

D’an nebeutañ eh eus amañ ur sevenadur pe sevenadurioù difer, gant diw yezh, re ar vro. Normal gweled e sav Emmanuel Macron da zifenn ar galleg, tonket hervezañ da voud teirved yezh ar bed er bloazioù da zoned (gras d’an Afrik), pa rac’hwiz ar Stad roiñ d’ar yezhoù-rannvro ur stadud deread ha skolioù ha mistri ampart evid o zreuskas d’ar re yaouank. Komprenaduz eo e klask ar Frañs difenn he hêrvad, hag ema ar galleg un elfenn ag an hêrvad-se. Setu perag e oa bet savet an Alliance Française, hag ar Francophonie bremañ. Afer ar Frañs eo. Mez petra a ra Breizh evid krogiñ da vad en he hêrvad dezhi he-hunan, ha disklaeriañ ema he yezhoù lod ag he hêrvad just a-walc’h, ha dezhi d’o difenn ha d’o lakaad da redeg er gevredigezh, n’eo ket dre dapennoù strewet a-gleiz hag a-zehoù mez gant ur youl penneg disklaeriet uhel ?

Vad a ra gweled teulfilm Soazig Daniellou, gant tud yaouank, brezhonegerion bet savet o hanvioù a-c’houde, Goulc’han, Riwanon, Bob, Denez, Marivon, Padrig ha m’oar-me. Ober a ra ar film ar liamm etre ar prantad frouezhuz-se hag an heni a-vremañ. Neuze o doa komprenet ar Vretoned e oant bet lorbet ha touellet. Mez trawalc’h gant ar vezh hag an dizmegañs, hag int war ar marc’hallac’h en-dro, ha krogiñ en delenn, en teatr ; kroueiñ kentañ skol Diwan. Hent zo bet graet memestra, modernaet ar yezh, tapet skiant-prenet e meur a zomani, implij Internet, aloubet peb tachenn ag ar vuhez vodern. 

Daw eo dimp gouied a-beban e taomp evid moned pelloc’h c’hoazh. Rag pelloc’h hon eus c’hoant da voned… Ur film da voud skignet a-vraz eo, sur…