Reiñ an dorn d’ar vuhez

Penaos bevañ gant sammoù re bounner, sammoù ha ne c’heller ket en em zizober diouto…

Penaos dougen seurt sammoù ha bevañ memestra ? Penaos mont war a-raok pa ’n em santer ket sachet war a-dreñv gant ar gwalleur a zo kouezhet warnomp hag a zebr hor spered noz-deiz ? Ar mank a zo aze ’vel un toull don, pa ’z eo aet da anaon an hini a garemp hag a oa heol hor buhez… Ha penaos en em zizober eus ar skeudenn-se eus hor bugaleaj – ur skeudenn hag hon doa ankounac’haet da vat koulskoude, hag a zo deuet en-dro a-greiz pep kreiz pa ’z or kouezhet klañv – skeudenn an deiz ma vedor bet gwallet hag en em santet lous, lous da viken… Penaos digeriñ an nor ha lakaat un tammig aer en hor penn, kas kuit ar soñjoù du da virout da vezañ krignet ganto hep fin ? N’em eus respont mat ebet evit an holl, evel-just. Met souezhet e choman gant ar pezh a welan a-wechoù. Rak meur a wech am eus gwelet tud hag o doa kollet o gwaz pe o gwreg o sevel darempredoù nevez gant an hini ’zo aet da anaon. N’eo ket diouzhtu, anat eo, met a nebeudoù, rak amzer a c’houlenn. Anavezout a ran unan ha n’en em roio ket da gousket hep bezañ, en he fenn, kontet he devezh d’he fried. “Gouzout a ran, emezi, n’emañ ket pell diouzhin, hag alies ’doug an devezh e komzan outañ, hag e ouzon mat e kompren ac’hanon. Ne ouien ket e kendalc’hfe da sikour ac’hanon !” Un dra bennak eus ar garantez bet bevet asambles a ro frouezh, pell war-lerc’h mare an disparti, gant ma chomo bev e kalon an hini a zo chomet.

Evit mont dreist ar marv e ranker treiñ war-zu ar vuhez. Ha kement-se a c’houlenn en em lakaat en hent, sevel darempredoù hag asantiñ marteze bezañ pareet gant an natur. Ar vaouez bet gwallet ez-vihan ha n’en em sant ket gwelloc’h e-touez ar gwez er c’hoadoù, hag a gred bremañ komz euz ar pezh a zo c’hoarvezet ganti. Herve Poeñs, en e levr “Medisinez an Tro-Breiz” a zispleg penaos en deus graet mil-vad dezhañ bale ha sevel darempredoù. Ar vuhez a ro buhez. An diaesañ a-wechoù eo kavout un dorn da gregiñ en hon hini !