REDADEG 2018 : Ne chom nemet 15 devezh
23/04 /18

REDADEG 2018 : Ne chom nemet 15 devezh

Tostaat a ra mare ar Redadeg. A-bouez e oa reiñ ar gaoz da dTifenn Siret, implijet gant Ar Redadeg abaoe bloaz evit ober ar poent war an darvoud

 

Ya ! : Penaos e tremen an aozañ ?

Tifenn Siret : Mat eo, dre vras. E memes koulz hag ar bloavezhioù all en em gavomp. 1110 km a zo bet gwerzhet, 24 devezh a-raok al loc’hañ. Startijenn a zo gant ar skipailhoù lec’hel. An dud a zo mennet evit kas ar Redadeg da benn. Gouelioù a bep peseurt e vleunio a-hed sizhunvezh ar Redadeg. Ha n’eo ket fall an amzer !

 

Ya ! : Abaoe bloaz oc’h implijet gant Ar Redadeg. Petra a zo bet diaes ?

T.S. : Evel e pep micher zo ezhomm kaout ur prantad dizoleiñ evit kompren mont-en-dro ar gevredigezh hag an doareoù d’ober. Dav eo soñjal e pep tra, kenurzhiañ labour ar skipailhoù lec’hel, kaout atav er spered ar mod ma vo al loc’hañ, an echuamant e Plougerne, heuliañ ar raktresoù, renabliñ an ezhommoù, adlañsiñ… Diaes eo ivez kaout krog er bed ekonomikel, lakaat embregerezhioù en taol… Met dont a raimp a-benn, ur seurt !

 

Ya ! : Traoù nevez a vo e 2018 ?

T.S. : Implijet e vez muioc’h ar videoioù, ar rouedadoù sokial. A-bouez eo deomp ivez diskouez penaos e vez aozet Ar Redadeg, gwelet eus an diabarzh.  

Implijet e vo videoioù war-eeun dre ar rouedadoù sokial evit diskouez tro-dro ar Redadeg a-raok al loc’hañ. Videoioù a-hed ar sizhun a vo ivez d’ober poent ar meteo pe poent ar gouelioù.

Kinniget a zo bet ivez ur raktres gant Mediaouegoù Kemper : kenstrivadeg skridoù skolioù bro Kemper evit lakaat ar vugale e-barzh an taol. E Gwened e vo bitellet leternioù-hud e paper gant ar vugale evit goulaouiñ ar gêr gloz.

Roet e vo plas da yezh ar sinoù, ar pezh ne veze ket graet betek-henn. Ur video a voe bet savet e 2016 gant ar Redadeg, e yezh ar sinoù. Unan all a zo bet graet ar bloaz-mañ ivez gant Poellgor re vouzar Penn ar Bed, war-eeun. Standoù a vo el loc’hañ hag en dibenn, da ginnig yezh er sinoù. Un programm a zo bet savet ganto evit kemer perzh el loc’hañ gant jubennourion. 

 

Ya ! : Nevez en em gavet oc’h en aozañ. Petra ho pije c’hoant degas ?

T.S. : Dav eo mont muioc’h war-zu ar re yaouank hag implij ar binvioù a vez ganto, rouedadoù sokial, videoioù… Digeriñ war ar redadegoù all, er broioù all, a zo a-bouez ivez. Dav eo ober traoù a-gevret.

Kinniget e vo ur gejadenn gant redadegoù broioù Europa d’ar 5 a viz Mae e Kemper. Un digarez evit bezañ a-gevret ha krouiñ raktresoù nevez.

 

Abaoe ar 4 a viz Ebrel e c’hell an holl gwelet enlinenn klip nevez ar Redadeg

 

Goude ma vefe bet dibabet kanaouenn “Betek an trec’h” gant Penn salsardin* e oa bet goulennet gant aozerien ar raktres en em filmañ o tañsal war an ton. Goude 3 sizhun dastum danvez e oa bet 65 respont a-berzh un 300 den bennak, en o zouez skipailh Mervent Kemper.

Aozet int bet e-korf ur sizhunvezh e Pôl Kleweled Douarnenez evit sevel ur filmig a 3:40 e-lec’h ma kaver tud yaouank, tud kozh, tud war ar maez, en o skol, pe en o skolaj… Sevenet eo bet gant Thierry Salvert, saver videoioù a bep seurt hag o kemer e-giz VJ (vidéo Jockey) er strollad Turbo sans visa,  ha Julien Cadilhac, frammer filmoù ha teulfilmoù, o doa kenlabouret dija gant Kenan an Habask e 2016 evit sevel an teulfilm « Treizhourien », diwar-benn abadenn Treizour ar strollad dañs Korriged Is. 

Bez’ e c’heller pellgargañ anezhi war :

https://youtu.be/GjdxQp53vjw 

*Enrollet eo bet ar ganaouenn e deroù miz Gwengolo gant Charlie Robial er studio Penn Ar Dub ar Milier, e Beuzeg Ar C’hab.

“Betek an trec’h” gant Penn salsardin

Pozioù : Marine Lavigne

Ton : Brendan De Roeck

Kan : Marine Lavigne, Sterenn Le Guillou, Aude Moalic

Sonerezh : Brendan De Roeck, Gildas Claquin, Tristan Gonidec, Gabriel Lavenant, Eric Parenty; JX Baumier, Pierre Boccou, Claude Coulloc’h, Erwan Kerisit, Tangi Le Boulanger, Guillaume Le Guern

Kempennadurioù : Guillaume Le Guern, Eric Parenty

Sonveskañ : Charlie Robial

Seveniñ : Thierry Salvert ha Julien Cadilhac

Kenurzhiañ : Kenan an Habask

 

REDADEG 2018