Pask

Setu devezhioù-kaer ar Pask ! Yaou Gamblid, Gwener ar Groaz ha nozvezh Pask, nozvezh an tremen. Devezhioù hag a zo ’vel un diverrañ eus hor buhez, ma soñjomp mat. Devezhioù ’lec’h ma ’z a ar c’hleier da Rom, ’vel ma vez lavaret, hag e teuont en-dro laouen e-kerzh nozvezh Pask. Hag en nozvezh-se e lavaront hon esperañs : n’omp ket tonket d’ar marv ! Gwir eo evit ar gristenien, met gwir eo ivez evit kalz tud na anavezont ket hor feiz.
Rak un nerzh souezhus a zo gant gouelioù Pask, abalamour da gentañ eus ar mare eus ar bloaz, met ivez abalamour d’an nevezenti az a d’o heul. Kalz tud a ro eus o amzer, eus o nerzh, eus o gouiziegezh hag o ampartiz da laouenaat buhez ar re all, pe vefe evit an divroidi, pe evit amezeien, pe c’hoazh evit o familh, pe evit ar re glañv, hag en em santont poulzet d’en em reiñ muioc’h c’hoazh gant lañs gouelioù Pask. ’Vel ma vefe renevezet o nerzh ha ledanoc’h c’hoazh o c’halon !

Dizale e teuio an nevez er gwez, hag e klevimp muioc’h c’hoazh kan laouen al laboused, hep kompren netra eus o satouilh. Klevet an drask oc’h ober lien, ar gegin pe ar big o ragachat, a c’halv ac’hanomp ivez da vezañ drant ha da welet pelloc’h eget diaezamantoù hor buhez.
Kaerañ mare ar bloaz eo evit ar pourmenadennoù, hag ar mare da estlammiñ dirak kaerder ar bed ha levenez ar gouelioù. Gouzout a reomp dre-se ez omp graet evit ur bed a beoc’h hag a vuhez, ur bed a zoujañs hag a justis, ha n’omp ket bugale an dristidigezh. Gouzout a reomp e c’hellomp bezañ yaouank, diroufenn ha digailhar en-dro, daoust d’an oad pe d’ar c’hleñved, ma klaskomp bevañ pep tra gant karantez. Ar bleunioù, hag a zo bet ken pulluc’het er goañv-mañ, hag a gred digeriñ en-dro, a lavar deomp kement-se : n’omp ket tonket d’ar marv yen, met da vleuniañ en-dro dre c’halloud ar garantez. Pask laouen d’an holl !