On K’Air : an heuliadig eus Brest

Eus fin miz C’hwevrer betek penn-kentañ miz Meurzh e oa bet skignet war chadennoù lec’hel an TND un heuliadig breizhat bet filmet e Brest, OnK’Air. M’eo kaset an traoù e galleg, e kaver ennañ pennoù anavezet mat gant ar vrezhonegerien !

 

 

Ganet eo an heuliadig diwar kejadenn daou baotr, Jules Raillard ha Gilles François. Tro-dro da 2007 o deus kejet an eil gant egile. O labourat er c’hleweled e oant int o-daou. Ha buan o deus divizet labourat asambles, oc’h en em lakaat da skrivañ. Diwar o skridoù e vo sevenet ar film-berr « Putain » gant Jules Raillard, paotr Brest anezhañ, savet gantañ e kêr-vras Penn-ar-Bed e di-produiñ “les Films de Rita et Marcel.”Da c’houde e krogjont da soñjal e-barzh ar raktres On K’Air. Da gentañ e oa ar pal ganto e vefe savet ur gwir film, unan hir. ‘Benn ar fin eo deuet da vezañ un heuliadig…

 

 

Fentus !

Filmet eo bet an holl rannoù e Brest, e studioioù Radio U, ha dindan 10 devezh nemetken… dalc’het ma oant abalamour d’ar budjed ! Er c’houlzad kentañ e konter 19 rann, un tammig nebeutoc’h eget 4mn pep hini anezho. Emañ ar skipailh o vont da brientiñ un eil koulzad, hervez ar pezh a lenner war pajenn Facebook an heuliad, gant ma vo kendrec’het ar skignerien da genderc’hel ivez…

Kontañ a ra an heuliad avañturioù daou baotr o labourat en ur radio lec’hel eus Penn-ar-Bed : P’tit Louis ha Gur. Foll, diroll, pe sot un tamm eo an holl dudennoù en heuliad. O c’hoari P’tit Louis e kaver unan anavezet mat gant ar vrezhonegerien, Tangi Merien. Ha tro ‘zo da welet ivez en heuliad brezhonegerien all c’hoazh, evel Nolwenn Korbell pe Leo Guillerm. Unan brudet e Frañs a-bezh a weler er stirad c’hoazh, Benoit Hamon, paotr Brest eñ-ivez…

Simpl hag efedus eo an heuliad hag ar fent ennañ. Awenet eo bet fent ar stirad gant an hini a gaver e filmoù ar vreudeur Farelly (Mary à tout prix) pe e re Judd Apatow (En cloque mode d’emploi). Ha mat-tre ez a en-dro !

Bez’ e c’heller sellet ouzh holl rannoù an heuliad – digoust – war bajenn Facebook On K’air, pe war lec’hiennoù ar chadennoù lec’hel…

Sandrine (Gabrielle Pichon) ; P’tit Louis (Tangi Merien) ha Gur (Baptiste Raillard)