Ober a raio kêr Baiona gant an Eusko

Gounezet ez eus bet ur varnadenn a-enep ar stad gant moneiz lec’hel Euskadi an Hanternoz. Tu zo bremañ da gêr-Baiona paeañ pourvezerien, ar c’hantin, digoll an dilennidi pe c’hoazh reiñ yalc’hadoù d’ar c’hevredigezhioù gant an Eusko.

 

Trede moneiz lec’hel Europa eo an Eusko, da heul ar Chiemgauer e Bavaria hag ar Bristol Pound e Bro-Saoz. 3 000 den a zo ezel eus ar gevredigezh Euskal Moneta, e 700 stal ez eus tu paeañ ganti ha 750 000 Eusko a vez o treiñ. E 2013 eo bet krouet, en Iparralde, un tiriad 300 000 annezad. Evit gellet asantiñ an Eusko e rank an embregerezhioù klask tizhout daou bal. Da gentañ eo ret dezho ober gant produioù lec’hel pe diveskañ o lastez ma n’eus ket. Da eil e rankont ober gant an euskareg en o embregerezh. Goulennet e vez diganto lakaat ur panellerezh divyezhek e plas pe c’hoazh kinnig d’o implijidi heuliañ kentelioù euskareg.

 

 

Paeañ ar servijoù publik

Gant meur a strollegezh lec’hel e vez asantet ar moneiz lec’hel e Frañs. Gant kêrioù e Bro-Euskadi, gant kumun Kervegon e Liger-Atlantel, gant hini Cagnes-sur-Mer pe c’hoazh gant ti-kêr ha kumuniezh kumunioù La Roche-sur-Yon. Eno ez eus tu paeañ ar vediaoueg, ar poull-neuial, ar c’hantin, servijoù ar yaouankiz, ar plasoù war ar marc’had pe an taosoù-chom gant ar moneiz lec’hel. 

 

 

Ha servir evit an dispignoù publik

Betek-henn e seblante dibosupl e vefe ar strollegezhioù tiriadel o paeañ gant ur moneiz lec’hel. Ne oa ket ken dedennus neuze lakaat anezho da asantiñ ar moneizioù-se dre ma rankent eskemm ar moneiz lec’hel rastellet e eurioù en-dro. Koulskoude ez eus bet kavet un diskoulm gant an Euskariz. Gant teñzorier ti-kêr Baiona e vo paeet ar gevredigezh Euskal Moneta gant euroioù. Ha goude-se e paeo Euskal Moneta gant Euskoioù pourchaserien an ti-kêr. Dre ret e vo dispignet an arc’hant-se en-dro, er vro neuze. Mont a raio d’unan eus embregerezhioù e rouedad an Eusko, e fin ar gont. Mod-se e servijo da adlec’helaat an ekonomiezh, kemer perzh en treuzkemm ekologel ha reiñ lañs d’an euskareg. Ma ne c’hell ket ar pourchaser dispign an Euskoioù-se e c’hello eskemm ar sammad e euroioù en-dro. D’ar c’houlz-se e vo dalc’het 2 % gant ar gevredigezh a ra war-dro ar moneiz ha 3 % ouzhpenn evit arc’hantaouiñ raktresoù lec’hel.

 

 

Diouzh al lezenn

Ur statud zo bet roet d’ar moneizioù lec’hel gant lezenn an 31 a viz Gouere 2014 war an ekonomiezh sokial ha kengred. Daoust da se e oa moneizioù lec’hel klokaat ha keodedour e Frañs a-raok al lezenn-se. Met ne vez ket resisaet en testennoù lezennel m’eo aotreet ar servijoù publik paeañ gant ur moneiz lec’hel. N’eo ket meneget eo difennet kennebeut. Goulennet ez eus bet neuze gant ar gevredigezh Euskal Moneta ha ti-kêr Baiona digant breutaerien brudet-mat en domani-se studiañ an afer ha kavout diskoulmoù. Deuet int a-benn, hep ma vefe kemmet al lezenn. Kadarnaet eo bet gant lez-varn melestradurel Pau d’an 29/3 eo diouzh al lezenn an doare-ober-se, goude m’en dije goulennet ar prefed nullañ divizadeg an ti-kêr hag ar c’henemglev bet sinet gant ar gevredigezh. Laouen eo Jean-René Etchegaray,  maer Baiona, ha c’hoant en deus bremañ e vefe heuliet ar memes hent gant etrekumuniezh Euskadi.

 

DK