Liammet ar vot FN gant an diouer a emrenerezh war al labour

Studiet eo bet gant Thomas Coutrot al liammoù a zo etre ar c’hondisionoù labour hag an niver a dud o deus votet evit an FN en dilennadegoù prezidant tremenet. Sklaer eo an disoc’hoù : pa ne vez ket emren an dud en o labour e vezont techet da votiñ evit an tu dehoù pellañ pe da chom hep votiñ.

 

 

En e levr « Dieubiñ al labour » en deus graet Thomas Coutrot al liamm dre gumun etre roadennoù enklask broadel Frañs 2016 war ar c’hondisionoù labour hag ar mouezhioù a zo bet en dilennadegoù. Ekonomour ha stadegour eo Thomas Coutrot. E penn ur servij e ministrerezh al Labour emañ. Ur stourmer arallvedelour eo ivez. Bez-prezidant ar gevredigezh ATTAC eo bet hag ezel eo eus “An ekonomourien mantret”.

An anvouezhiañ ivez

Da vare tro gentañ dilennadegoù prezidant Frañs da skouer e oa  48% a dud o klemm e raent atav ar memes tra en o labour er c’humunioù lec’h ma ‘z eus bet votet ar muiañ evit an FN. Diskenn a ra ar feur-se betek 31% lec’h ma ‘z eo erru Emmanuel Macron pe François Fillon er plas kentañ. Sklaeroc’h eo an disoc’hoù c’hoazh evit pezh a sell ouzh an anvouezherien. E c’humunioù lec’h ma ‘z eus ouzhpenn 30  % eus an dud a zo chomet hep votiñ e vez niverusoc’h an implijidi a vez lavaret dezho petra ober hag ivez penaos en ober. N’eo ket abalamour ma ‘z eo niverusoc’h ar vicherourien en o zouez nemetken, rak  stankoc’h eo c’hoazh ar re a vot FN pe a chom hep votiñ e rann ar vicherourien o deus nebeut a emrenerezh en o labour.

 

 

Amener gant an urzhioù resevet

Evit oberour ar studiadenn ez eus un efed etre an emzalc’h a vez goulennet kaout e-pad an amzer labour hag an doare da brederiañ evit pezh a sell ouzh politikerezh. Pa vez goulennet gouzañv ha doujañ e-pad eizh eurvezh bemdez eo simploc’h votiñ evit unan aotrouniek hag en em lakaat dindan diviz ur marc’h-blein. Memes mod e vez levezonet ar santimant gouzañv ha bezañ dic’halloud gant ar pezh a vever war al labour pa anvouezhier.

 

 

Dieubiñ an embregerezhioù

Hervez an armerzhour eo kresket eus 28% betek 42% an niver a dud a vez goulennet diganto ober ar memes jestroù ingal e doug ar 15 vloaz tremenet. Kinnig a ra neuze d’ar strolladoù politikel eus an tu-kleiz ha da sindikadoù al labourerien lakaat muioc’h a bouez war ar frankiz d’ober war al lec’h labour. Hervezañ e vez flastret ar spered, ar c’hrouidigezh hag an empatiezh gant aozadur al labour. 

Daoust da se ez eus intruduoù evit lakaat frankiz hag emrenerezh en embregerezhioù, ha douget alies gant ar pennoù-bras ouzhpenn-se. 

Da skouer e vez klevet kaoz eus « embregerezhioù dieubet », aozadurioù lec’h ma vez kenlabouret evit sevel raktresoù a-stroll ha demokratelaet al labour. Efedus eo an embregerezhioù hep hierarkiezh, hervez Thomas Coutrot, rak bez’ e c’hell pep hini kemer an divizoù a denn d’e labour. 

D’ar c’houlz-se eo an implijad er plas gwellañ, ha titouret mat, hag e c’hell kemer an divizoù pa c’hoarvez traoù dic’hortoz da skouer. Evit-se e rank ar pennoù-bras dilezel un tamm eus o galloud.

 

DK