Levrioù ar Redadeg
30/04 /18

Levrioù ar Redadeg

D’ar meurzh 14/4 e mediaoueg an Ursulined, e Kemper, eo bet embannet disoc’h ar genstrivadeg danevelloù bet embannet war lec’hienn Ar Redadeg.

 

 

“N’eo ket, dre ret, an istorioù gwellañ met ar re o deus bet a muiañ tout a “like” gant al lennerien” a zisplege Pierre Mens-Pegail, aozer-meur an darvoud. Tro-dro dezhañ ar re o deus e sikouret da gas al labour da benn, Fanny Chauffin evit broudañ ar vugale da skrivañ hag aliañ anezho, Morgane Le Coz evit fardañ gant an danvez ar c’hentañ e.book – 3, e gwirionez, unan dre live – bet savet morse e brezhoneg. Dilennidi e oa ivez, tro-dro da François Rosfenter, rener ar vediaoueg : Raymond Messager bez-prezidant kengumuniezh Kemper Breizh Izel e-karg eus al Lenn Publik, hag Isabelle Le Bal evit an ti-kêr. Hep disoñjal dileuridi ar Redadeg, war lec’h al loc’hañ gant prezidant Ti ar Vro, Gweltaz ar Fur hag evit ar Redadeg a-bezh, Tifenn Siret, unan eus an div c’hopradez.

 

 

Un taol-kaer

Labouret he deus Fanny Chauffin gant bugale CE2 kenkoulz ha gant liseidi kentañ klas. “Disheñvel mat e oa liv ar skridoù. Istorioù teñval gant ar re goshañ, reoù laouen ha faltazius gant ar skolajidi, leun a dudennoù gant ar re yaouankañ.” emezi. En holl zo bet 8 klasad o produiñ 11 skrid, bet lennet gant ouzhpenn 300 den dindan pemzektez*.

Ma ne c’heller ket mui votiñ e chell atav an dud lenn an istorioù war lec’hienn ar Redadeg. Ouzhpennet e vo an istorioù ivez d’an 300 romant a gaver war al lennerezed a brest ar vediaoueg.

 

* Aet eo ar maout gant “Redadeg 220” (skol an Erge Vras, kentañ derez) gant 55 vot war 276, “Tan d’ar Redadeg (skolaj Diwan Kemper, eil derez) gant 27 vot war 115, ha gant “Riwana en arvar” skrivet gant liseidi Brizeug,gant 22 vot war 89.