Leïla Simon
20/04 /18

Leïla Simon

Ur wech echu lenn ar pennad komprener gwelloc’h perak eo bet anvet da genbrezidantez Ar Redadeg : brezhoneg, plijadur, ha fent, a blij dezhi !

Leïla, penaos oc’h en em gavet da genbrezidantez ar Redadeg

En em gavet on da genbrezidantez, un tammig dre zegouezh. Ne oa ket un dra ‘m oa soñjet en a-raok. Dic’hortoz oa.

C’hoant ‘m boa bezañ muioc’h er jeu, da lavaret eo, ur sizhun bep daou vloaz ne oa ket a-walc’h. Kroget oan da vont d’an emvodoù kreiz, ha kinniget ez eus bet din kemer ar post-se.

 

E-karg oc’h eus ul lodenn ispisial ?

Labourat a reomp dre bodadoù (da skouer, bodadoù surentez, hentad, buheziñ,…) Da bep hini eo da zibab ar pezh “a blij” ar muiañ dezhañ pe dezhi, gant ma vo graet ar pezh a zo d’ober. N’on ket e karg eus lodenn ispisial ebet, estreget ar garg a genbrezidantez, ar pezh a zo kalzig dija.

 

Kalz a dud yaouank eveldoc’h a gemer perzh er mont-en-dro ?

Se zo hervez betek pe oad en em gaver yaouank. Neuze, ya, tud yaouank a zo. An hini yaouankañ a deu ingal d’an emvodoù kreiz a zo tro 20 vloaz, hag an hini koshañ… ne lavarin ket.

Mat eo kaout tud a bep seurt oad, evit kaout selloù disheñvel war an traoù, implij an teknikoù nevez a vez gant ar re yaouank, da skouer, ha kaout furnez ha skiant-prenet ar re “gozh”.

 

Kaout un darvoud bep eil bloaz, evel-se, n’eo ket re ziaes da verañ ?

N’eo ket, o vezañ ma teu bep eil bloaz, just a-walc’h. Ur bloavezh a dremen kalz re vuan.

Al lodenn vrasañ eus an dud a zo a youl vat, div blac’h hepken a labour evit Ar Redadeg, Katelin Al Lann ha Tifenn Siret.

Mat eo kaout ur bloavezh siouloc’h, amzer d’ober bilañs ar bloaz tremenet, distokañ un tammig bihan, evit prederiañ, soñjal war ar mont-en-dro, gwellaat an traoù evit kendec’hel da vont war-raok, kemend-all a draoù ‘zo d’ober bloavezh Ar Redadeg ha ken stank an implij-amzer. 

Mat eo evel-se hag ezhomm ‘zo da gaout ur bloavezh trankiloc’h. Bec’h war an dud hep ehan a c’helll lakaat anezho da skuizhañ re ha da vezañ heuget.

 

Abaoe un tamm zo emaoc’h e-barzh ar jeu. Ha gwelet ‘peus traoù o cheñch ?

Kroget oan da reiñ sikour e 2012, e-pad sizhunvezh Ar Redadeg hepken. Ar wech kentañ oa din heuliañ aozadur Ar Redadeg betek penn.

Ya, mont a ra war-raok, ha gwell a se. Dipitus ‘vefe, e mod all. Ne lavaran ket eo aesoc’h aozañ an darvoud, kudennoù e-leizh a zo, traoù dic’hortoz, ha bremañ reolennoù strishoc’h a-berzh ar prefetioù da skouer.

Klask a reomp gwellaat an traoù bewech, kement ha ma c’hellomp, evit ma vefe Ar Redadeg un darvoud brav. N’hon eus ket droed da c’hwitañ.

 

Ha disheñvel eo ar Redadeg hervez al lec’h e Breizh, maezioù/kêr, Breizh Uhel/Breizh Izel, redek diouzh noz/war an deiz ? 

Diaes eo respont d’ar goulenn-se. Anat eo, n’eo ket ar memes aergelc’h pe vefe diouzh noz pe war an deiz.

Ur bern traoù zo da gemer e kont, an niver a dud o redek, hervez an devezh, ne vo ket ar memes tra d’ar Sadorn ha d’al Lun. Depant a ra, da skouer, eus al lusker a zo er c’hamion, eus an amzer, ma ‘z zo ur strollad tud pe un den en e-unan o redek. 

A-wechoù e c’heller bezañ souezhet gant an niver bras a dud o redek, e Breizh-Uhel ivez.

 

Ha disheñvel eo ar Redadeg eus ar redadegoù all a seurt-se ? 

War ar memes patrom eo bet krouet ar redadegoù e Europa, da lavaret eo war skouer ar C’horrika e Bro-Euskadi. Krouiñ un darvoud evit o yezh eo pal an holl, met mat eo da bep Redadeg kaout he fersonelezh.

 

Ouzh petra e ranker bezañ aketus evit ma kendalc’hfe ?

Kaout ar memes spered, bezañ laouen hag kaout plijadur oc’h aozañ Ar Redadeg.

Kenderc’hel da gemer riskloù ha mont war-raok atav. Lakaat da wir lugan Ar Redadeg : Brezhoneg ha Plijadur.

 

N’eus nemet ur redadeg, un hent… N’eo ket re ziaes klask ober plijadur d’an holl ?

Gwir, n’eo ket aes. Diaes eo zoken. C’hoant hon eus ober plijadur d’an holl, tremen e pep lec’h.

Met ul lec’h-loc’hañ hag ul lec’h-degouezh a zo, pemp departamant, un niver resis a gilometroù hag un niver resis a zevezhioù. Ne c’hellomp ket ober burzhudoù, evit ar poent.

Ar bloaz-mañ da skouer hon eus divizet tremen er C’hreiz Breizh, evit ar wech kentañ, met neuze ne oa ket tu deomp tremen dre norzh Breizh Uhel. 

Spi ‘m eus e vo tu, a-benn un nebeud bloavezhioù, da dremen e pep lec’h.

 

Penaos displegañ e vefe ken brudet an darvoud, e vefe ken unvan an dud a-dreñv d’ar mennozh ?

Da va soñj, peogwir eo bev ha yac’h Ar Redadeg.

Un emgav bras tro dro d’ar yezh, d’ar brezhoneg eo. Un darvoud evit kaout plijadur asambles, en ur redek, kanañ, huchal, c’hoarzhin, pakañ banneoù,…

Ha gant ur pal reiñ lañs d’ar yezh.

 

Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?

Degouezh ar C’horrika e Iruña e Nafarroa e Bro Euskadi e 2017, ar wech kentañ oa din gwelet ar C’horrika, pebezh souezhadenn, nag a dud ha nag a nerzh !

 

Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?

Al liv a blij din ar muiañ, a vefe sur a-walc’h al liv glas, ar memes liv ha va daoulagad

 

Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?

Kastell Paol, evel-just, ha Bro Leon dre vras.

 

Ha peseurt arzour ?

Mael Gueguo, gwellañ gitarour jazz a zo er vro.

 

Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?

Sonerezh ar strollad The Do.

 

Peseurt bro ‘pije c’hoant gweladenniñ ?

Aljeria, dre ma ‘z eo va mamm a-orin eus Bro-Aljeria

 

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

Ar fent, evel-just.

 

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

“Penaos kuitaat un enezenn didud, evit ar Re Null”

 

Ha gant piv ho pije c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?

Gant Leo Guillerm peogwir gantañ, ne welin ket an amzer o tremen, ken farsus eo.

 

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?

Plijout a ra din kalz keginañ, met un dra simpl tre a blij din debriñ kentoc’h, dres ma n’eo ket diaes da geginañ, toazennoù gant pesto rosso.

 

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?

Pa oan bihan e soñjen labourat war-dro al loened. Labourat a ran bremañ gant krennarded, setu graet an taol.

O farsal emaon, evel-just.

 

Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?

Evit gounit el Loto e rankfen c’hoari da gentañ, ar pezh ne ran ket. Dre vurzhud memestra, ma c’hounezfen leun a arc’hant en un taol, e rofen ul lodenn d’Ar Redadeg, d’ar familh evel-just. Prenañ a rafen un ti brav ha mont a rafen da veajiñ, e-pad bloaz d’an nebeutañ.

 

Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti ?

Gounid ar maout el Loto.

 

En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ? 

Arabat soñjal e oa aesoc’h ar vuhez gwechall-gozh evit an dud, hag evit ar merc’hed dreist holl, ha n’eo ket posupl cheñch an amzer dremenet, forzh penaos. ‘Benn ar fin e kavan kenkoulz bevañ er bed-mañ, daoust d’an diaesterioù a vez gant ar bras eus an dud. D’an nebeutañ ez eus tu klask cheñch penn d’ar vazh, pe da vihanañ klask lakaat an traoù da vont war-raok. Met marteze emaon o huñvreal.

 

Da biv e kasfec’h ul lizher gourc’hemennoù ?

Kas a rafen ul lizher da gement hini a sikour Ar Redadeg, evit o zrugarekaat ha reiñ kalon dezho.

 

Petra eo ho “plijadur” pemdeziek ?

Ur blijadur eo din sellout ouzh an heuliad “C’hwi a gano”, sevenet e 2017 gant Perynn Bleunven ha Justine Morvan. Ar raktres-se a vo sikouret gant ar Redadeg. Mall zo warnon sellet ouzh an eil koulzad.

 

Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?

Plijout a rafe din eskemm va c’horf gant hini ur paotr, unan koant kentoc’h, ma ‘z eo posupl, Ryan Gosling da skouer.

 

Dirak petra e vezit bamet ?

Bamet e vezan dirak an erc’h o kouezhañ, gwir eo ne c’hoarvez ket alies e Brest, lec’h m’emaon o chom. Kavout a ran ez eus un dra burzhudus pa ra erc’h, anzav a ran, hanter sot c’hellan bezañ pa ra erc’h. Ha cheñch a ra ivez deus ar glav a c’heller kaout un tammig aliesoc’h, e Brest hag e Breizh dre vras.

 

Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?

N’eo ket tre ur c’hrennlavar met soñjal a ran diouzhtu e ger-stur Ar Redadeg, “Brezhoneg ha Plijadur.” Taolenniñ a ra mat tre spered Ar Redadeg. Evidon-me n’eo ket ur ger-stur a vez kavet ouzh t-shirtoù pe skritelloù hepken. Un dro spered eo, ha pouezus eo, a gav din, liammañ an daou c’her : “brezhoneg ha plijadur”.

Kavout a ran pouezus kaout plijadur asambles e brezhoneg e-pad ur sizhun, evit diskouez d’ar skolidi, d’ar skolajidi, d’al liseidi a zo o teskiñ brezhoneg, n’eo ket yezh ar c’hentelioù hag ar skol hepken, met ur yezh vev gant tud o stourm eviti.

 

Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya !” ? 

Ha dont a reoc’h niverus evit degouezh Ar Redadeg e Plougerne d’an 12 a viz Mae ? Ya ! Kozh ha yaouank, brezhonegerien pe nann-brezhonegerien, plijadur ‘vo, deuit da lidañ ganeomp 10 vloaz Ar Redadeg. Arabat kaout aon kemer perzh e-pad ar sizhun, kit da redek, zoken ma n’eo ket ho kilometr. 

#brezhoneg ha plijadur

REDADEG 2018