Kleweled : Kreskiñ tammig ha tammig
23/04 /18

Kleweled : Kreskiñ tammig ha tammig

 

Studier ebet e skol-veur Roazhon 2, anvet gwechall skol-veur Breizh-Uhel,  d’al lun 9 a viz Meurzh… Un nebeud re o vale gant kapuchennoù o kuzhat o dremm, ha kadorioù ouzh dor pep savadur. Roet oa bet an urzh gant rener ar skol-veur da chom hep digeriñ dor ebet. 

 

 

Trugarez neuze da Ofis ar brezhoneg Roazhon da vout degemeret an 12 den deuet eus Breizh a-bezh evit kemer perzh en devezh-studi war ar c’hleweled, hentet gant Stefan Moal ha Katell Leon. 

Ne vez ket bodet alies er skol-veur ar re a skign ar filmoù, ar re a studi ar filmoù (Stefan Moal, Katell Leon), ar re o deus labouret e-barzh (Annaig Kervella-Latimier, bet o labourat gant Fañch Broudig a-drugarez da Anjela Duval…), ar re a skign filmoù advouezhiet ha krouet (Daoulagad Breizh ; Elen Rubin), ar re a aoz degemer troiadoù filmoù (Catherine Delalande), ur produer filmoù advouezhiet, prenet ganto ul lodenn eus Gwengolo filmoù (Dizale). 

Peadra oa da voueta ar gomz, neuze, hag e brezhoneg, mar plij, a-hed an devezh.

 

 

A-bouez eo krouiñ

Poentoù positivel a zo bet lakaet war wel. 12 000 bugel e salioù sinema, gant tud laouen da welet filmoù advouezhiet brav, seriennoù Fin ar bed, Ar prof, oc’h ober berzh war Internet. 

Ar c’henlabour gant COM (Convention d’objectifs et de moyens) a vod TV Rennes, Tebeo, TV Sud, Frañs 3, Brezhoweb,  hag ivez ar c’hKUB, un aozadur a seblant luziet a-walc’h met a gont un nebeud a aktourien a zibab ar filmoù a vo skignet, arc’hantaet, brudet… 

Ur sapre hent a zo neuze da ober evit ar grouerien a grog gant ar vicher, forzh pelec’h e Breizh. 

War internet e c’hoarvez kalzig a draoù ivez gant filmoù zo bet gwelet kalz (Fin ar bed : 500 000 gweladenn war Facebook), met ivez gant tud a ra o hent o-unan, hep sikour ha skoazell ebet : Lors Jereg, C’hwi a gano, Air One… gant filmoù a zo, a-fed disoc’h (skeudenn, son, ijin, skritur) kalz tostoc’h ouzh ar re a-vicher eget gwechall. 

Film ar redadeg, da skouer, savet gant skipailh “Seveniñ,” a zo graet en un doare a-vicher, berr, met efedus ha “micherel” da vat. 

Penaos skoazell ar re a ra gant ijin ha c’hoant da filmañ e brezhoneg ? Mat eo advouezhiañ (Dreist eo Nedeleg e Flakypa, Al louarn bras droug), met 700 000  € a yalc’hadoù Rannvro a ya gant an advouezhiañ. 

Hag evit ar c’hrouiñ  ? Keroc’h eo, gwir eo (kazi 6 000 € ar vunutenn evit Fin ar bed) met, o lakaat krouerien yaouank da vout sikouret war filmoù berr, muioc’h-mui, gant ur politikerezh krouiñ, e vo gwelet filmoù brav ‘benn nebeut.

 

 

FC