Kastell-Briant : 100 manifester evit ar c’hlas divyezhek
14/04 /18

Kastell-Briant : 100 manifester evit ar c’hlas divyezhek

Ur c’hant a dud zo bet o vanifestiñ d’an 31 a viz Meurzh evit harpañ ar raktres klas divyezhek er skol bublik, bet nac’het gant enseller an akademiezh. 

 

Emgav oa bet lakaet dirak an ti-kêr. Baleet o deus ar vanifesterien goude-se a-drek un traktour, ar vugale en adkarr. Betek savadur servijoù an deskadurezh-stad ez eus bet dibunet. Eno zo bet kaset ul lizher ha tresadennoù bugale evit kendrec’hiñ servijoù ar stad. Kemeret eo bet ar gaoz gant ar gerent. Displeget o deus ez eus 15 bugel rak-enskrivet, ar pezh zo muioc’h eget an niver ret e akademiezh Roazhon. 2 skolaer brezhoneger, da vihanañ, zo prest da gelenn e Kastell-Briant ouzhpenn-se adalek miz Gwengolo o tont. 

 

Unanet an dud

E-giz renerez Div Yezh he deus roet Vonig Fraval da c’houzout e vez harpet ar raktres gant ar gevredigezh Div Yezh. E anv rouedad Diwan eo bet displeget gant Yves-Marie Debre-Salaün eo kengred ar rouedad rak reizh eo ar goulenn deskadurezh e brezhoneg douget gant ar gerent. Lavaret en deus e c’houzañv ar skolioù Diwan e Liger-Atlantel ivez. Startoc’h e vez kevratañ klasoù ha postoù skolaerien eget e rannvro Breizh. 

Da heul eo bet kemeret ar gaoz gant ar sindikad skolaerien SNUipp. Evit skeudenniñ an diaesterioù e akademiezh Naoned zo bet lakaet war wel e vo digoret 11 klasad divyezhek e akademiezh Roazhon e 2018 pa n’eus bet digoret 3 nemetken e Liger-Atlantel e doug 19 vloaz. Ha diaesoc’h eo c’hoazh digeriñ hentennoù divyezhek er mare-mañ dre ma vo serret 70 klasad en departamant en 2018. Evit ar skolaer sindikalour eo gant ur c’heñver-nerzh e teuer a-benn neuze da gas an deskadurezh e brezhoneg war-raok.

 

DK