Euskadi ETA àr hent an divodañ ?

Setu un diviz istorel hag a c’hellfe bout embannet a-benn nemeur : e soñj divodañ emañ an ETA. A-raok ez eus bet embannet un disklêriadur gant ar strollad kuzh “evit an holl noazadurioù hag an holl farioù bet graet gantañ”. Ha petra vo roet gant ar stad spagn en eskemm ? Amañ emañ an dalc’h…

 

Moarvat e kendalc’h an divizoù dre guzh etre ETA, ar bazhvalanourion etrebroadel hag ar stad spagnolat. Hervez Euskal Telebista, ar chadenn bublik euskarat, e vehe ETA àr hent an divodañ. Ha ken abred ha penn kentañ miz Mae e c’hellfe embann ar strollad arme kuzh eo achu ar jeu gantañ.

 

 

Ar GIC e penn ar jeu

Hervez Euskal Telebista e vo un diviz en Ipparalde kerkent ha sizhun gentañ miz Mae ma kemero perzh ennañ ar Strollad Etrebroadel a Zarempred (GIC) hag ensavadurioù all. Un emvod kelaouiñ a zo àr ar stern evit resisaat penaos e vo aozet an traoù. Ne vo ket graet pep tra a-wel d’an holl, anat. Brian Currin, ar breutaer su-afrikan a zo sañset mont ouzh ar gazetennourion a-c’houde kement-mañ evit displegañ divizoù an ETA.

 

 

“Digarez”

Kent an deiz merket avat eh eus bet graet ur bazenn àr-raok dija gant ar soudarded kuzh euskarat. Digwener dremenet e embannas ETA e “anzav an holl noazadurioù graet d’ar re all”. Hag hi da resisaat : “Faotañ a ra dimp dougen doujañs d’ar re varv, d’ar re c’hloazet hag an holl re a zo bet skoet gant obererezhioù ETA. Mantret omp.” hervez an destenn a zo bet kaset en euskareg da veur a vedia, en o zouesk Mediabask, en Ipparalde.

Hag ar strollad da lakaat ar gaoz àr ar “farioù bet graet gantañ” a-hed ar bloavezhioù stourm peotramant “e zivizoù fall.” E-touesk ar 829 den lazhet abaoe 1959 hag ar miliadoù a dud gloazet eh eus un dornad a farioù fachus. Hogen n’eo ket gwelloc’h en tu-all.

 

 

Imbroud-spered

Emañ dorn ar GIC a-dreñv seurt diviz, anat. En holl argerzhoù bet lakaet e pleustr àr-lerc’h brezelioù diabarzh (Iwerzhon, Afrika-ar-Su, Liberia pa ne vez ken) eh eus bet seurt imbourc’h peotramant imbroud-spered ma weler an daou du o tigarezal àr un ton bras. Evit poent eo ETA a ra e damm hent, gant ma vo graet ar memes pazenn àr-raok gant ar stad spagnolat. En Iwerzhon ez eus bet gortozet pell a-raok ma vehe digarezet ar Rouantelezh-Unanet, hag ar milisoù lealour o deus graet o imbroud-spered… E-kerzh ar miz-mañ nemetken ! Da lavaret eo 20 vloaz àr-lerc’h ar Good Friday Agreement !

 

 

Damantiñ

E gwirionez eh eus un doare-all evit stad Spagn d’en em zamantiñ eus e bec’hedoù niverus : dieubiñ ar brizonidi bolitikel o c’hastizoù berr peotramant aesaat buhez ar familhoù hag ar brizonidi dre o zostaat eus Euskal Herria.

Hag hep mar ebet emañ sord ar brizonidi e-kreiz an divizoù kuzh. A-hervez, e penn ar strollad kuzh bremañ e vefe tri den hiziv an deiz : David Pla evel-just, Iratxe Sorzabal Diez ha Josu “Ternera” Urrutikoetxa hag a vehe distroet er jeu. 

An daou gentañ zo en toull-bac’h, an trede hini a vehe klañv-ki,  ar pezh a gont e-barzh an divizoù graet gant ar strollad…

ETA en deus graet ur bazenn àr-raok, moarvat e vo graet unan ivez gant ar stad Spagn deiz pe zeiz, moarvat…

 

 

Fabien Lécuyer