Degemer mat Aotroù Chang

D’ar 26/3 zo bet skignet ur film bet savet gant Anne Jochum ha Laetitia Gaudin-Le Puil, “Bienvenue Mister Chang”.

 

35 bloaz zo e tegemere kumun Lannejenn, 2 familh Hmong, o tont eus al Laos… Tec’hout a rae dirak lazhadegoù ar gomunisted. Dindan 52’ e kont ar gazetennerez Laetitia Gaudin-Le Puil penaos eo en em gavet ar familhoù, d’ar 26/2/82, an degemer a zo bet graet dezho en ti-kêr, gant an dud, er skol. Kavet en deus an tad labour en ur stal lazhañ yer. A-drugarez d’ar Secours Catholique int deuet betek eno ha laouen ar skol brevez da gaout muioc’h a skolidi. Met buan en deus gouezet ar skol bublik hag an ti-kêr ober brav dezho. 

Kemmet zo bet anv ar vugale evit ma rafe gallekoc’h. Kemeret perzh e buhez ar bourk. E 82 e oa 12 repuad o tont eus al Laos, 5 bloaz goude e konted 48.

Soñj he deus ar gazetennerez eus he mignonez Maryse Chang, eus ar strivoù evit en em silañ er gevredigezh, eus an diaes ma oa bezañ Hmong ha derc’hel d’an hengoun pa vezer pell eus ar re all.

 

En em gompren

Dalc’het o deus ar re gozh d’o yezh ha diaes dezho mestroniañ ar galleg. Poan o deus bet da leuniañ ar paperioù. Ar c’hontrol-rik a zo bet tonkad ar vugale, dreist-holl ar re ganet er vro. Ha diaes d’ar rummadoù en em gompren. Graet o deus Maryse hag he breur Tim o zoull er vro. Met diaes eo dezho kavout o flas, gouzout eus pelec’h emaint, eus Breizh pe eus al Laos ? 

Er bloavezh 2000 eo aet an ozhac’h hag e wreg war-zu Blains e lec’h ma oa Hmong-ed all o vevañ, o lezel Lanevegen war o lerc’h “Re nebeud a dud a oa evit ma c’hellfemp derc’hel d’hor yezh ha d’hor sevenadur, daoust ma oa an annezidi dreist.” eme an tad a familh. 

“C’hoant hon eus bet da gontañ ar mod m’eo tremenet, an enkadenn tro-dro d’an degemer a vez er vro.” eme Laetitia Gaudin-Le Puil. 35 bloaz goude, da vare rakskignadenn ar film er Faoued e oa souezhet ar mammoù-kozh gant ar film met ken mennet int atav. “D’ober e oa. Brezel a oa er broioù-se. Ma vefe da adober e rafemp.” emezo.

Skignet eo bet ar film war F3. Bez’ e c’heller adwelet anezhañ e replay. E fin miz Even e tremeno war chadennoù lec’hel Breizh, ha skignet e vo un tamm e pep lec’h (Annecy, Toulouse…) evit reiñ da gompren petra e c’hell bezañ buhez ar repuidi.