Bezañ Yaouank

“Ar gevredigezh a-vremañ a lak er-maez kenkoulz ar re yaouank hag ar re gozh. Koulskoude, silvidigezh ar re gozh eo reiñ d’ar re yaouank an eñvor, an dra-se eo a ra eus ar re gozh hunvreerien wirion an amzer da zont ; ha silvidigezh ar re yaouank eo kemer ar c’hentelioù-se, an huñvreoù-se, hag o lakaat da vont war-raok ’vel profeted… An hunvreerien gozh hag ar brofeted yaouank a zo hent ar silvidigezh evit hor c’hevredigezh diwriziennet : daou rummad a dud lakaet a-gostez a c’hell hor saveteiñ holl.”

N’eo ket me a gomz evel-se, met un hunvreer kozh, hag a gar ar re yaouank, ar pab Frañsez. Gwelet a reomp holl ar foz bras a zo muioc’h-mui etre an daou rummad, ha penaos n’o deus ket ar re yaouank tro a-walc’h da c’hellout displegañ o hunvreoù na da lakaat e pleustr o startijenn. Gouzout a reomp koulskoude pegen entanet e c’hellont bezañ a-wechoù evit raktres pe raktres savet ganto, gant m’en em santont komprenet ha kalonekaet gant re goshoc’h evito. Ar pezh a vank deomp alies eo kemer amzer da selaou ar re yaouank, hep barn anezho en a-raok. Santout a reont mat m’hon eus fiziañs enno pe bas, ha ma ’z omp prest c’hoazh da vezañ souezhet. Rak ar vuhez ne ’z a ket war a-dreñv !

Hor penn, hor c’halon hag hon daouarn a c’hell bezañ ken digor ha re ar re yaouank, daoust d’ar poanioù bet gouzañvet ha d’an hunvreoù kouezhet en o foull. “Un den savet mat, eme Frañsez, a rank kaout an tri langaj : hini ar penn, evit soñjal mat ; hini ar galon, evit santout mat ; hag hini an daouarn, evit ober mat.” Kement-se a zo bet roet deomp gant ar vuhez, hag e c’hellomp e dreuzkas d’ar re yaouank, dezho da ijinañ hentoù nevez evit hor bed.