Ar Pardon

Na ponner eo pouez ar veñjañs e kalon an den ! Kement hini hag en deus bet, deiz pe zeiz, da glask pardoniñ evit un droug bet graet dezhañ e-unan, a oar mat n’eo ket mennozh ar pardon a zeu da gentañ. Ar pezh a garg ar galon eo ar c’hoant d’en em veñjiñ, da gas an dorzh d’ar gêr, ha netra ken. Rentañ droug evit droug, hag echu : ur seurt fulor a verv e kalon an hini en deus gouzañvet, ur fulor hag a zev anezhañ en e ziabarzh. Pa vez bet lazherez eo ar gwashañ, rak forzh pegement e vefe paeet, morse ne vo rentet ar vuhez d’an hini a zo bet lazhet. Un droug diremed a grign kalon an hini ’zo bet skoet. Penaos bevañ goude-se, pa vank deomp da viken an hini ’zo bet lazhet ?

Ha koulskoude, tra souezhus, e weler a-wechoù tud hag a zeu a-benn da vont dreist o gwalleur, hag a zo gouest, goude bloavezhioù marteze, da bardoniñ da vat. Peseurt hent o deus kemeret evit se ? Ar pezh am eus gwelet an aliesañ eo stad reuzeudik an hini a zo bet penn-kaoz d’an droug, pa sav keuz gantañ e gwirionez ha pa glask digoll ar muiañ ma c’hell an hini en deus taget. Pa ’z eus ur seurt kempouez a boan, e c’hell a-wechoù ar pardon bleuniañ, ’vel ur respont d’ur goulenn. Met alies, siwazh, ne c’hoarvezo netra ma n’eus ket un tamm justis a-raok.

Anavezout a reomp holl tud hag a c’hortoz hep fin ur pardon gwirion, ur ger ha na zeuio morse war muzelloù an hini en deus gloazet anezho. Rak hemañ a zo tremenet pelloc’h, hag en deus boulc’het ur vuhez nevez. Troet en deus ar bajenn, ’vel e vez lavaret. Penaos mont war-raok neuze ? Penaos bevañ hep dont da vezañ taer d’hon tro ? Anavezout a ran unan hag a lavar din : “N’on ket gouest ken da gaout fiziañs en dud ! Re a boan a zo bet graet din !” Hag e lak he fiziañs el loened he deus ar garg anezho. Penaos reiñ fiziañs er vuhez en-dro da dud a zo ken gloazet ? Ha koulskoude e kredan eo posupl, gant doujañs ha karantez. Met pebezh hent diaes. Da veur a hini am eus bet tro da lavaret : “Pa soñji en hini en deus graet droug dit, klask lavaret en da galon ‘Ra gavo ar peoc’h’, hag e tistano da gounnar.” 

N’eo nemet ur pazig, met marteze ar c’hentañ war hent ar pardon !