An Bronntanas / Ar Prof

Ar sizhun paseet eo kroget Brezhoweb da skignañ ur stirad nevez, « An Bronntanas » e ditl, pe “Ar ¨Prof” e brezhoneg. Eus Iwerzhon e teu, ha gounezet eo bet gantañ meur a briz du-se !

 

Ijinet ha filmet eo bet ar stirad e Iwerzhon, oc’h ober gant ar saozneg hag an iwerzhoneg. Advouezhiet eo bet e brezhoneg met n’eo ket bet graet e galleg c’hoazh !

Kregiñ a ra an istor gant 3 faotr war ur vag saveteiñ. C’hwezhañ a ra ar gorvetenn, fall ar mor, ha galvet int bet dre ma ‘z eus ur vagig lakaet diaes. Daou baotr az a war vourzh ar vag. Enni e kavont ur sac’had bras-divent, leun a zramm anezhañ. Ha pelloc’h, a-dreñv dezhañ korf-marv ur vaouez…

War bourzh ar vag saveteiñ e kaver an daou vreur McGill. Perc’henn int war un uzin fardañ pesked. Lakaet eo diaes embregerezh ar familh gant kudennoù arc’hant. Ezhomm vefe dezho 200 000 € da badout. Ne vo ket pell breur yaouankañ MacGill da zivizout mont-kuit gant ar sac’had dramm, ha d’ ober van bezañ chomet hep gwelet korf-marv ar vaouez. Met douetañs-bras a zo gant ar boliserien… Ha fellout a ra da dud ‘zo adtapout o dramm dezho !

 

 

Ur berzh

Ur stirad eus ar re blijusañ eo  ! Memes-mod hag hini « Fin ar Bed » un tamm, bet filmet e brezhoneg un nebeud mizioù ‘zo. Doare ur thriller eo. Du a-walc’h an aergelc’h met fentus ivez a-wechoù.

En Iwerzhon e oa bet skignet « An Bronntanas » war ar chadenn TG4 e miz Here 2014. Liesaet e oa bet heklev ar chadenn dre 6 e-touez ar re yaouank etre 15 ha 34 bloaz a-drugarez d’ar stirad. Sevenet eo bet gant Tom Collins, hag a oa bet kinniget e film – Kings – da zibab an Oscar 2008.

5 rann a gonter er stirad. Skignet eo bet ar rann gentañ digwener tremenet war lec’hienn Brezhoweb, hag e vo unan bep Gwener da noz da 8e45. Digoust eo evel-just ‘vel an holl brogrammoù a zo war Brezhoweb.

Ma n’ho peus ket sellet ouzh ar stirad c’hoazh poent eo stagañ gantañ !

 

Mouezhioù brezhonek : Goulwena An Henaff, Jakez Andre, Loeiza Beauvir, Klet Beyer, Marion Gwen, Riwal Kermarc’heg, Jean-Yves Kervarec, Nolwenn Korbell, Kristof Le Menn, Manu Mehu, Quentin Morvan, Tangi Merien, Jil Pennec, Jean Mari Ollivier, Tangi Simon, Laors Skavenneg