94,5 %  evit  an  dizalc’hiezh
27/04 /18

94,5 % evit an dizalc’hiezh

Ronan Le Moal, pennrener kengredit Arkéa ; ha Jean-Pierre Denis, prezidant

Tost miz ‘zo e oa bet lañset ar votoù e pep kef lec’hel a zo er strollad Arkéa. Embannet eo bet an disoc’hoù. Hag-int sklaer…

 

 

Daoust hag-eñ e vo ar strollad Arkéa dizalc’h a-benn 2020 ? Setu en un doare simpl-tre ar goulenn a oa savet ouzh kefioù lec’hel ar strollad Arkéa. Un nebeud devezhioù a-raok ma krogfe ar votoù e oa bet dasparzhet un teuliad er strollad, 100 pajenn ennañ, evit displegañ strategiezh Arkéa.

Sklaer e teue an traoù gantañ. War-zu an dizalc’hiezh e felle da renerien ar strollad Arkéa mont. Kaoz a oa en teuliad eus an holl abegoù o deus broudet Arkéa da vont war an hent-se. Fellout a ra da Arkéa difenn implijoù ar vro ha, dre vras, ar vro a-bezh.

Lakaet e oa war-wel en teuliad pegen solut eo Arkéa – ken solud ha 6vet pe 7vet bank a Vro-Spagn pe Italia – ha c’hoazh pegen tomm eo ouzh kalon ar renerien ar statud “kevelour” ha “kenwarezour.” Kaoz a oa ivez eus dilezel ar merk “Crédit Mutuel…”

 

 

Diasur…

Bloaz ‘zo, da geñver ur votadeg all, e oa kengret kefioù lec’hel Arkéa kenetrezo. Met seul vui ma teue anat ar strategiezh a zizalc’hiezh, seul vui e kleved mouezhioù, un ton disheñvel ganto…

Da gentañ eo “dilezel ar merk Crédit Mutuel” hag en doa lakaet diaes ar sindikadoù. Rak talvezout a rafe e vefe dav krouiñ ur merk nevez. Deus se e teu an eil diaezamant. Estreget brud ar merk a zo : hervez al lezenn, ne vo ket anavezet un ti-bank kenwarezour ouzhpenn e Frañs… Kaer o defe renerien Arkéa embann int tomm ouzh ar statud-se, ne fellfe ket d’ar gouarnamant cheñch al lezenn. Bremañ m’eo deuet war wel youl ar c’hefioù lec’hel e c’hellfe marteze mont war-raok an traoù, er mizioù da zont…

 

 

Daoust pep tra…

Daoust ha ma seblant diasur, en ur mod, dazont ar strollad Arkéa, n’eus ket da dortal gant disoc’hoù ar vot diwezhañ. N’eo ket deuet a-benn ar mouezhioù un ton disheñvel ganto da vodañ kement-se a dud tro-dro d’o mennozhioù ‘benn-ar-fin. 94,5 % eus ar c’hefioù lec’hel a zo savet a-du gant strategiezh ar strollad Arkéa. War-zu an disparti ez aio neuze, diouzh ar Crédit Mutuel –  pe CM11-CIC.

E Breizh o deus votet ar c’hefioù lec’hel da 97,7 % evit an dizalc’hiezh. Ur seurt douetañs a oa gant disoc’hoù kevread ar Mervent, ha gant re Torosad-Kreiz, ken pell emaint ouzh avel an dizalc’hiezh a glever er Releg-Kerhuon… Daoust da se e sav 85 % eus ar c’hefioù lec’h e Kevread ar Mervent a-du gant strategiezh Arkéa.

Luzietoc’h eo an traoù en Torosad-Kreiz. N’eus nemet 6 kef lec’hel o deus kemeret perzh er vot, an holl anezho o votiñ a-du. 

Gant ar CM11-CIC e oa bet difennet d’ar 24 c’hef lec’hel all kemer perzh er vot, dre ma ‘z int staliet war un tiriad ha n’emañ ket hini Arkéa.

A-raok an disoc’hoù dija, e embannne ar CM11-CIC ne anavezfe ket anezho. Kadarnaet eo bet an emzalc’h-se goude embann disoc’hoù ar vot.