KEAV : Pelloc’h-pellañ
30/03 /18

KEAV : Pelloc’h-pellañ

Abaoe un nebeud bloavezhioù e sav skipailh KEAV dibennoù-sizhun e brezhoneg ha pelloc’h-pellañ ez eont.

 

E Mahalon, Brasparzh, Berrien o deus bet tro da staliañ o dafar, ar bloavezhioù tremenet, amzer un dibenn-sizhun, ur wech en nevez-amzer, ur wech all en diskar-amzer. Bremañ eo betek ar greizenn “Rêves de Mer” en Enez Vaz e fell dezho mont evit degemer un 60 den bennak – familhoù pe tud deuet hep bugale – e kambreier 4-5 den. “Anavezet eo KEAV evit aozañ stajoù deskiñ ar yezh, e-pad an hañv. Met a-bouez eo deomp ivez sikour ar familhoù a fell dezho ober gant ar brezhoneg evit sevel o bugale. Ha n’eo ket ken aes-se rak ne vezer ket mui er vuhez foran met war dachenn ar vuhez prevez.” eme Jean-Jacques Bihan, kenurzhier an aozadur.

 

Kenlabour
“Deskiñ brezhoneg a zo un dra, lakaat anezhi da dalvezout er familh a zo un afer all.” emezañ c’hoazh.
Evit se zo bet klasket gant skipailh KEAV kenlabourat gant an aozadurioù a felle dezho, pe Ti ar Vro Kemper evit ar c’hehentiñ, pe skol-veur Roazhon 2, rann ar sokio, evit buheziñ an dibenn-sizhun.

 

OLYMPUS DIGITAL CAMERA