Sine : Ni Juge Ni Soumise

NI JUGE NI SOUMISE

Teulfilm sevenet gant Jean Libon hag Yves Dinant (2018)

Gant :Anne Gruwez (1e39)

 

 

Eh omp amañ gant un teulfilm kaset da benn gant spered an abadenn-dele Strip-Tease. Kroueet e oa bet an abadenn-se er Beljik e 1985 gant Jean Libon ha Marco Lamensch ha kaset kevred gant Fransizion adal 1992. Pal an abadennoù a oa diskoueziñ tud ordinel en o buhezioù pemdez. Sañset d’an dud boud akord evid boud filmet (plijoud a ra d’an darn vuiañ ag an dud en em weled en tele). Lod nawazh o doa klemmet goude boud santet un tammig goab en o c’heñver er film savet. Daoust deoc’h boud akord ne vezoc’h ket mestr war peb tra…

Setu-ni enta é heulïañ ur varnourez a Vrusels, Anne Gruwez hec’h anw, en he labour pemdez. Ur varnourez-enklask eo, juge d’instruction e galleg. Ema é klask gouied, gant an teknikoù skiantel a-vremañ (enklaskoù posubl war an ADN da skwer), ha ne vehe ket posubl anavoud erfin piw an heni en doa lazhet diw blac’h, deg vloaz e-raog. Etretant e vez gwelet ar varnourez éc’h ober war-dro meur a zosier arall. Tri bloaz en deus padet ar filmañ.

Boud zo er film peadra da c’hoarzhed ha da dapiñ bourdoù zokén. Ha c’hoarzhed a ra an arvesterion, an hanter anezhe d’an nebeutañ. Gant ur bemol memestra : c’hoarzhed pe c’hoarzhin, mez glaz kentoc’h. Meur a dra er film a c’hell lakaad an den diaez. Liez e c’hoarzher diwar-goust maleurioù ar re arall, pe diwar-goust o diaezamantoù gant ar galleg. Liez ive e vez gwelet embroidi, ha muzulmaned kentoc’h, da grediñ n’eus ket ‘med an dud-se o dez problemoù gant ar justis.

Desket em eus traoù, evel ma tesk ive ar varnourion pa’n em gavont gant mizeroù an dud, pa ne vez ket gant « fank » an denelezh evel ma lâr lod. Traoù nad int ket « normal » evidimp. Mez petra a sinifi normal ? Ar pezh na gavomp ket-ni normal a c’hell boud normal e pennoù arall…

A-hend-arall e c’heller boud estonet, da gentañ gant mestroniezh hag aezamant ar varnourez en he labour. Distaget braz e tiskouez boud Anne Gruwez evid gelloud talañ douzh ar pezh heuguz a wel bemdez, a-sort gant fotoioù muntroù zo pe pa gas otopsïenn ur c’helan daou vloaz da benn. Ar re a zo kuriuz gant ar pleustroù seksel a zesko (marse) traoù digustum. Mez mard oc’h tener, gwell e vo genoc’h chomel heb moned da weled Ni juge ni soumise.

« Toud an traoù deneg a aparchant dimp », ha gelliñ a raomp boud intereset gante oll evid kompren piw omp, ha petra (pesort tud) a ya d’ober an denelezh. Neuze, a-dreñv an dud a vez gwelet, an dud a c’hoarzhomp diwar o c’houst, eh eus tud simpl, paour, daet war an douar eveldimp ha kaset gant hentoù nad int ket hon re. Ha perag ha penaoz ? Lod a-gaoz d’o zemz-spered, tuet da gaoud diouzhtu-kàer ar pezh a c’hoantaont, kuit a dagañ o nesañ evid doned da benn. Lod abalamour d’o sevenadurioù dishañval, abalamour d’ar pezh o doa gwelet hag engramet pa oant bihan. Daoust d’an traoù divalaw a raont e ta c’hoant d’an den, liez, lâred ar frazenn anavezet : pardoniñ dezhe rag ne ouiont ket ar pezh a raont. Nawazh, ur barnour n’eo ket e labour pardoniñ, mez kompren ha kastizañ hervez lezenn ar gevredigezh. Rag ar gevredigezh eo he deus lakaet ar barnour er lec’h-se evid trankilded ar sitoianed arall.

Moian zo kompren an teulfilm-mañ evel ur foto ag hon kevredigezh hiziw : daoust ma vez an darn vuiañ ag an dud é redeg war-lerc’h o c’hevredïoù pe o c’homisionoù (ha dober ebed ag ur barnour evite), e chom ur lod war bord an hent : n’int ket en tren, pell a-vaze, pa garehent krapiñ e-barzh ive.