Yaouankizoù

Daoust hag ar rummad re yaouank a-hiriv a vefe galouperien ha foeterien-hent, o vont bloaz goude bloaz a-wechoù eus an eil bro d’eben  ? Ar plac’h a oa warlene e Bro-Golombia a zo bremañ e Bro-Skos, hag ar paotr a seblante sac’het en e gudennoù, a zo hiriv e Bro-Sina oc’h ober war-dro bigi. Va filhorez, hag a oa er Florida, en em gav bremañ e penn all eus ar vro-se, e Chicago. Ar plac’h hag he deus graet anaoudegezh gant ur meuriad a Indianed er forest-gwerc’h, en em c’houlenn ha ne chomo ket da vevañ ganto… Hiraat a c’hellfen c’hoazh al listenn-se, met chom a ran a-sav : bez’ ez eo ’vel ma vefent o klask o flas er bed, eus an eil bro d’eben.

Ar pezh a zo anat evidon eo o deus c’hoant bevañ ha dizoleiñ ar bed, ha ne chomont ket da nec’hiñ. Kalz eus ar re-se am eus anavezet e skolajoù Diwan, hag o deus bet ar chañs dre-se da zeskiñ meur a yezh, ar pezh a ra dezho en em santout en o aez forzh pe-lec’h ez afent.

Ur seurt lañs a zo ganto, ur c’hoant bevañ hag alies ur c’hoant bras da lakaat an traoù da cheñch er vro ’lec’h m’en em gavont.

Anavezet hon eus an dra-se dija en hon istor, ma soñjomp mat. A-walc’h eo, evit kement-se, kaout soñj eus ar miliadoù a visionerien o deus kuitaet hor bro etre 1850 ha 1950 evit mont da vroioù estren da sikour an dud-se da vevañ, ha da vevañ gwelloc’h ma vez posupl. N’eo ket bet hep fazioù evel-just, met nerzh ar vuhez a oa enno a zo bet kreñvoc’h eget o fazioù.

Ar rummad a-vremañ a glask ivez e hent, hag a zigor hor bro ur wech c’hoazh war ar bed a-bezh. Degas a raint ganto en-dro mennozhioù nevez ha pinvidigezhioù a sikouro ac’hanomp da vont war-raok, hag a viro ac’hanomp d’an nebeutañ da vezañ kloz warnomp hon-unan. Bez’ e c’heller kaout fiziañs er yaouankizoù a-vremañ, daoust d’ar pezh a lavar lod.

Ar pezh a c’hortozont eus hor perzh eo bezañ kalonekaet ganeomp, ha n’eo ket barnañ, ha marteze e c’hellint neuze kompren un tamm ar pezh a ra deomp-ni bevañ !