Sine : Une Femme Douce

Une Femme Douce

ur film sevenet gant Sergei Loznitsa (2017)

Gant : Vasilina Makovtseva, Marina Kleshcheva (2e23)

 

Diwallit mat, tudoù : mard eo dous ar vaouez evel ma lâr an titl, n’eo ket dous tamm ebed an endro lec’h m’ema. Lakaad a ra ar film-mañ an arvesterion diaez. Diaez e-pad ar film, ha diaez goude ar film. Setu Kafka en-dro, ha setu Fellini. Setu Stalin, setu ar goulag hag e enezeg deskrivet gant Solyenitsin, setu Dostoievski ive, pandeogwir ema bet savet senario ar film diwar un danevell bet skrivet gantañ, Krotkaia, An heni zous.

Ema ar Rusi Santel ur bed strobinelluz, gouest da gennig ar gwellañ hag an euzhusañ. A-venn e ta « ar maleur rus » he doa komzet Hélène Carrère d’Encausse diwar e benn ? Kuriuz memestra gweled ur vro gristen tremen ag ur relijiusted olleg d’un diktatouriezh e-mesk ar re derruplañ ar c’hantved tremenet, an heni derruplañ biskoazh marse pa seller douzh niver an dud a zo bet gwallgaset, malet, distrujet ganti. Ur film simuduz, a laosk gant an arvester goust an c’hwerw en e veg, hag atersoù war e spered.

Setu ur vaouez, dilavar muioc’h eged dous marse, hag a resev en-dro ar pakad he doa kaset d’he gwaz bet toullbac’het en ur prizon pell mat er vro. Ha neuze e ta c’hoant dezhi da voned du-hont da weled he fried, ha da roiñ dezhañ ar boued hag an dilhad he doa lakaet a-gostez evitañ. Setu penaoz e krog he diskenn en ifern. An Ukrainian Sergei Loznitsa a ziskouez dimp disparl ur bed a zo bet anezhañ heb douetañs : n’eus nemed lenn oberennoù Svetlana Alexievitch petramant Levr du ar c’homunizm evid gouied n’eo ket faltazi hebkén. Ha setu perag ema direnkuz braz ar film-mañ. Rekiz e vehe d’an dud selled doutañ, ha prederiañ war an danvez. Evel ma lâre Berthold Brecht pa gomze ag an nazizm : Frouezhuz eo c’hoazh ar c’hof en deus ganet ar loen heuguz ! N’eo ket ag an nazizm e vez anw amañ, ha komunist e oa Bertold Brecht. Mez pa seller a-dost, ne oa ket kement-sen a ziforc’h etre stalinizm ha nazizm a-fed denelezh. Flastrañ a rae an daou sistem droedoù mab-den hag e respet hag e enor. Ha kopiet en doa Stalin meur a dra e mod-ober an nazïed.

En ur film arall savet gant an Iranian Mohammad Razoulof e 2017 (Un homme intègre) e klask ar sevener diskoueziñ perag e vez ataw tud é reniñ war ar re arall ha perag e chomont evel-se e penn an traoù, heb ma c’hell ar bobl en em zizober anezhe. Setu e respont : e-mesk ar bobl eh eus tud hag a c’hoari tre evel ar renerion. Ur bochad tud, mar n’eo ket an oll, a vourr é tapoud un tamm galloud ive, ha gant ar galloud ur bakschich bennag. A-benn ar fin n’eus kazimant den ebed hag a dal da vad douzh mistri ar vro. An heni a chom onest ha glan, hennezh a vez brevet gant ur sistem lec’h ma kav peb « sitoaian  » e lod. Ne vehe ar gevredigezh nemed ur c’hraou-yér, lec’h ma chom he-hunan ur baourkezh polezig bennag, dibluet toud gant ar re arall, yarig ebed dindani he dehe gellet skoiñ war honnezh d’he zro evel ma ra an oll yér ganti he-hunan.

Ema ar Rusi hiziw é klask en em dennañ a-zindan ar goumoulenn zu-se a chom da ruzal a-dreist d’ar vro. Ha gelliñ a ray genel a-nevez ? Diaez da lâred, da soetiñ ema, evel-just, ha sinoù mad zo, daoust d’ar pezh a vez klevet. Mez arabad krediñ ema ar film-mañ a-zivoud ar Rusi hebkén : ema an absurdiezh, ar sotoni, ar feulster, ar fallentez traoù a gaver stank dre ar bed, beteg hon broioù, beteg ennimp. Da beb unan da ziwall neuze, ataw.