Sine : MARIA BY CALLAS

MARIA BY CALLAS

ur teulfilm sevenet gant Tom Volf (2017)

Gant : Maria Callas (1e53)

N’em eus ket bevet en ur familh troet douzh an opera tamm ebed, ha n’he doa ket ar skol sachet ma evezh ha lakaet ma flijadur da ziwanañ gant pezhioù Mozart, Bizet pe Moussorsky naket. Klevet em boa komz a Varia Callas, mez a-bell, evel ag ur steredenn kollet pell-spontuz en egor ha dibosubl din tostaad douti jamez, kenkaz em behe bet c’hoant d’henn ober. Mez, e gwirionez, petra a chom e-mesk an dud a hiziw a Varia Callas, daou-ugent vloaz goude he marw e Pariz ? Un dizolôadenn ag an dibab evidin ema bet ar film-mañ enta. Rag ar pezh am eus desket war he divoud nen doa netra da weled gant ma c’hredennoù. Setu ur vaouez he dehe karet bevañ ur vuhez ordinel, gant ur familh ha bugale. E-kontrel he deus bet ur vuhez dreist-ordinel, buhez un diva, da lâred eo un « doueez », anavet er bed a-bezh, dreist-oll gant tud dedennet gant an opera, evel-just, mez pas hebkén.

An heni a gan a c’hell boud kaner pe kanour, kanerez pe kanourez. A-dra-sur e oa Maria Callas ur ganourez, hag unan dispar. Kroget he doa gant ar piano da eizh vloaz, ha da drizeg gant ar c’han. He mamm an heni eo he doa pouezet warni evid he lakaad da voned da ganourez. Pa gomze Maria Callas ag he bugaleaj e lâre ne chome ket kalz a amzer dezhi evid ober traoù arall, da skwer c’hoari evel bugale he oad. Labouret he deus he buhez-pad, ha n’eo ket en aner pandeogwir ema daet ar brud da-heul he strivoù, ha pezh brud !

« Diw vaouez zo ennin, a lâre-hi : Maria hag ar Gallasenn. » Ha diouzh he c’hleved é kontiñ dimp ar pezh he doa bevet hag ar pezh he doa komprenet ag he buhez, e c’hellomp he gweled n’eo ket evel un dudenn er-maez ag hon bed, ar pezh ema bet ive, mez ur vaouez evel meur a unan, donezoned dreist-ordinel sur a-walc’h, mez simpl ive diouzh an tu arall. Hec’h arz a-benn ar fin en deus he lakaet da voud en un endro, en ur metoù nad eo ket heni an darn vrasañ ag an dud.

Savet eo bet ar film diwar enrolladennoù kozh, atersadennoù he doa roet d’an tele en hec’h amzer, da lâred eo er bloazioù 1950-1960 dreist-oll. Liez e vez diskouezet é tiskenn ag ur c’harr-nij bennag pe é voned en un oto goude un arvest, ar pezh na blij ket da filmvarnourion zo. Rebechet eo d’ar sevener boud bet teoget gant he sujed ha boud chomet re dost douzh komz Maria Callas he-hunan, heb moned pelloc’h. Lâred a rahen ema just a-walc’h ar pezh am eus kavet plijuz : kleved Maria Callas é komz anezhi heb kleved blapetach tud arall. Ouzhpenn mouezh Maria Callas he-hunan e vez klevet heni Fanny Ardant. Honnañ he doa c’hoariet roll Maria er film Callas forever, sevenet e 2002 gant Franco Zefirelli. Lenn a ra Fanny Ardant lizherioù personel Maria Callas, testennoù diembann ha fromuz-braz. Ha gant ar vouezh-se, ken tomm ha ken tener, e kav d’an arvester e spluj e don-donnañ ene ar ganourez, en he gwiriegezh, en he gwirionded kizidig-braz.

Ha gwir eo e chom « boemet an den gant dremm, personelezh-tan, bragerisoù ag an dibab hag evel-just ar vouezh ollgàer-se » (Le Monde Cinéma) n’eus ket bet heni ebed par dezhi a-c’houde hec’h amzer. Mez n’eo ket bet savet ar film evid hec’h adeulerion hebkén. Ne ouie ket kalz a dra Tom Volf war he divoud e-raog boud bet c’hoant da seveniñ e film. Ha dre ma heuli ar montaj ar gronologiezh e c’hell peb unan kompren gwell ha kariñ zokén ar vaouez simpl-se a chomo evid pell kanourez dispar an XXved kantved.