Sine : IN THE FADE

IN THE FADE

ur film sevenet gant Fatih Akin (2017)

Gant : Diane Kruger, Numan Acar (1e46)

 

Dre heg pe dre gàer e vo daw dimp deskiñ un tamm anglez evid moned d’ar sinema hiziw. Oblijet d’ar paourkaezh Yannig klask un tammig. Sinifioud a ra In the fade boud kollet-tre, evel goude un asoupad war ho penn, un darchad hag en dehe ho lakaet da semplañ da vad, gant un dihun diaez ha diskonfort goude.

A-benn ar fin e c’heller kompren an titl gant an istoer e-hunan. Setu ur plac’h, Katia (Diane Krüger en he gwellañ, tapet priz an c’hoari ganti evid ar film-mañ) : kollet he deus Katia he gwaz hag he mab c’hwec’h vloaz en ur gwall-daol. Ne oa ket un aksidant : ur vombezenn lakaet da ezvloskiñ just dirag o stal-kenwerzh en ur gêr vraz ag an Alamagn : Hambourg. Setu Katia distrujet oll, setu frailhet he c’halon, faoutet he spered. Setu foñdet he bed en un taol. Lazhet he gwaz, lazhet he faotrig blew melen. Lec’h ma oa frank ha splann an dazont diragzi, setu bremañ ar vuhez dijoa, dispi, kollet he ster dezhi. Perag bevañ c’hoazh ?

Dimezet e oa Katia gant Nuri, ur C’hurd daet ag an Turki. Piw en deus graet an taol ? Meur a varseadenn zo. Evid ar polis ema, kredabl, Kurded arall, pe Turked zokén, evid aferioù displann, drogaj, trafikoù kamm. Kement a estrañjerion zo en Alamagn bremañ, repuidi hag enbroidi kozh- pe nevez-arruet, ma sav liez problemoù etreze da gentañ rac’h. Pe etreze hag an Alamanted a-orin. Ne vez ket aez enkorfiñ estrañjerion en ur gevredigezh jamez, n’eo ket ar skwerioù kontrel a gement-se a ra diouver. Mez an taol-mañ e oa bet graet an taol gant neo-nazïed. Tud a-sort-se zo anezhe c’hoazh, en Alamagn mez pas hebkén. Ha diaez dezhe añdur gweled estrañjerion dimeziñ gant plac’hed o bro, kemer o lec’h e kenwerzh o bro ; e berr gomzoù, boud en o bro dezhe, a gredont. Touristed, ya ; enbroidi, pas.

Ema mojenn an harzoù er speredoù c’hoazh, ha kreñv. Ha santimant terrubl perc’hennañ an tamm douar en deus disklaeriet an den e oa dezhañ ha d’e re, tra toud. « Meuleudi d’an harzoù » a lâre Regis Debray n’eus ket pell zo c’hoazh. Un afer siriuz eo. Petra eo ar sevenadurioù heb harzoù evid o gouarn a-zoc’h ar sevenadurioù arall ? Daoust ha posubl eo kavoud liessorted en ur bed diharzoù, en ur bed lec’h ma c’hell ne vern piw moned da ne vern pelec’h ne vern pegoulz ?

Un dra zo nen deus ket dober ag an harzoù : ar garantez. Ha gwir : n’eo ket ar yezh, na liw ar c’hroc’henn, nag ar statud sokial na kalz a dra arall a c’hell moned eneb d’ar garantez pa sav ar garantez e kalonoù daou zen. Mez diaez eo kariñ an oll dud. Achumant ar film hon kas da weled penaoz e c’hell lezenn an talion c’hoari amañ ive. Ha c’hoari a ra. Gouied a ra lezenn an talion c’hoari he lod pa ne vez ket mestroniet, pa ne vez ket diarmet. Lagad evid lagad ha bazhad evid bazhad. Netra nevez edan an heol. Evid-se ne zegas ket ar film kalz a dra uhel dimp. Sellomp pelloc’h.

Setu chifroù kenteliuz. Pa oa 3 miliard a dud war an douar er bloazioù 1950 e oa un den diwar c’hwec’h hag a oa European. Emberr e vo 10 miliard a dud hag en o mesk un European diwar ugent hebkén. É voud ma n’he deus ket kreskaet poblañs an Europ e-pad an amzer-se, e sinifi n’eus ket European ebed e-mesk ar seizh miliard a dud ouzhpenn daet war an douar a-c’houde 1950. European ebed ! Soñjit ‘ta. Ha ganimp nawazh ar pradaouier glaz, ar mel hag ar laezh…