Petra ’zo c’hoarvezet ganeomp ?

N’eo ket anat e vefe an holl a-du gant ar pezh a skrivan amañ, met gwelloc’h e kavan disklêriañ ar pezh a soñjan.

Petra a zo c’hoarvezet ganeomp ? Ma sellomp en a-dreñv betek ar bloavezhioù hanter-kant, e welomp mat n’omp ket bet gouest da dreuzkas d’hor bugale nag hor yezh, nag hor feiz. N’int ket dinijet kuit en un taol, met a nebeudoù, bloaz goude bloaz, hep na ouifemp mat na perak, na penaos, un tammig ’vel ostilhoù a vez lezet a-gostez pa ne servijont ket ken, ha pa welomp mat e c’hellomp ober hepto.

Avel ar bed modern en deus c’hwezet-kreñv war hor bro ha, da skouer, kaer en deus bet Jean-Louis displegañ war-dro Kastell-Paol, e oa edennoc’h ober war-dro al legumaj gant ur marc’h kentoc’h eget gant un traktor, e yae e gomzoù gant an avel : an emgann a oa kollet en a-raok ! Marteze, hiriv, pa gomzer kement eus al labour-douar bio, e vije bet selaouet gwelloc’h.

Klask a raemp ar frankiz, ha lezennoù an Iliz a seblante derc’hel ac’hanomp en ur bed strizh, dindan pouez ar pec’hed. Araokadennoù ar skiantoù a bellae ar c’hleñved hag ar marv, ha muioc’h-mui, war ar maez, e teue pep hini a-benn d’en em dennañ drezañ e-unan, hep kaout ezhomm eus sikour ar re all. An apotiker a gemere plas ar Sent, hag ar medisin plas Doue. Daoust hag ezhomm a oa c’hoazh da dreiñ war-zu un Doue a seblant bezañ ken pell diouzhomp, ma ’z eus anezhañ ? Forzh penaos hor boa lakaet anezhañ dija e-maez eus hor buhez pemdeziek.

An emgann evit ar yezh a zo bet ar sin kentañ e felle deomp sevel hor penn, ha ne asantemp ket e vefe lamet diganomp ul lodenn eus ar pezh ez omp. Ar stad, ha ne zegemer ket kalz ar pezh a zo disheñvel, ne c’hello ket enebiñ da viken.

Evit ar pezh a sell ouzh ar feiz, e vo un hent diaesoc’h, ha marteze hiroc’h, rak goulenn a ra diganeomp antreal en hon diabarzh ha lenn ar sinoù a ra Doue deomp, hag er memes amzer dizoleiñ en-dro ar frankiz hag al levenez a zeu deomp pa adkavomp gwrizioù hor feiz. Hor pardonioù a zo bet hag a c’hell bezañ c’hoazh unan eus ar gwellañ dorioù evit kement-se !