Gounid gwirioù evit ar yezhoù
02/02 /18

Gounid gwirioù evit ar yezhoù

Ne oa ket a-du Komision Europa gant mennozh kemer e kont sinadegoù Europiz diwar-benn ar yezhoù bihan met rediet eo bet d’en ober gant lez-varn Europa. Dav eo bremañ d’an dud reiñ da glevet o mouezh evit ma vefe votet lezennoù a redio kement stad da reiñ plas d’ar yezhoù bihan a zo en o bro.

 

 

Evit Europa a-bezh e ranker kaout 1 milion a sinadurioù o tont eus 7 bro disheñvel. Evit Bro-C’hall eo bet termenet ar c’hementad, 55 000, hervez ar boblañs da geñver hini Europa. Kerkent hag e miz Gouere en deus skignet Skol-Uhel ar Vro ar galv war-zu ar c’hevredigezhioù ha  diaes eo d’e brezidant, Patrick Malrieu, kompren perak ne vez ket muioc’h a dud – 2000 sinadur bennak a zo evit poent – o respont. “Gant kerent an holl vugale a zo er skolioù divyezhek, an dud-kozh…., e rankfe ar Vretoned tizhout aes seurt pal.” emezañ. Evit poent n’eus nemet Roumania hag Hungaria o deus tizhet anezhañ met evit Europa a-bezh e chomer pell eus ar pal hollek, 180 000, pa ranker kaout ur milion. “Marteze eo peogwir o deus aon tud zo, dre ma vez goulennet diganto o anv, niverenn o c’hartenn-anv… Met  anavezet eo seurt traoù dija gant pennadurezhioù Bro-C’hall…” a resisa-eñ.

 

 

Breizhxit

N’eo ket re ziwezhat c’hoazh evit sinañ, rak dav eo en ober evit an 3 a viz Ebrel. “Techet eo an dud da c’hortoz ar poent diwezhañ, met deuet eo ar poent diwezhañ !” eme c’hoazh Patrick Malrieu a-raok ouzhpennañ “O paouez reiñ lañs d’ar sinadeg emaer e Bro-Euskadi ar Su hag en Aragon ha dastumet zo bet ouzhpenn 11 000 sinadur dindan un nebeud devezhioù. Bez’ e c’hell an traoù mont buan met dav eo loc’hañ.”.

Kaout an niver a sinadurioù a redfe Komision Europa d’ober kinnigoù d’ar parlamant a-zivout ar yezhoù rannvro. Ac’halese e vo embannet redioù evit ar broioù ezel. Prest eo ar Bunderstag, e Bro-Alamagn, da lakaat anezho e pleustr goude. Ha reoù all a vo sur. Ar re na vint ket a c’hellfe bezañ kastizet. “Ur benveg hon eus aze. Re sot e vefe chom hep e implij” eme prezidant Skol Uhel ar Vro.

 

Bez’ e c’heller sinañ an embannoù-skoazell ha kas anezho (a-raok an 3 a viz Ebrel) da :

FUEN BRUXELLES, Europe Office,

20 Avenue Palmerstone,

B 1000 BRUXELLES,

 

pe sinañ anezho war al lec’hienn :

www.minority-safepack.eu