Evit ur gwilioudiñ buan
09/02 /18

Evit ur gwilioudiñ buan

E Bro-Leon zo strollet un dornad tud c’hoant ganto mont war un dachenn nevez en o bro, digeriñ ur vagouri hollvrezhonek.

 

 

Daoust m’eo diorroet-mat ar yezh a-raok ar skoliata e Bro-Leon, a-drugarez da labour Divskouarn, war-dro 20 magouri, n’eus ti-babig ebet a ‘z afe en-dro e brezhoneg penn-da-benn evit c’hoazh.

Hiziv an deiz ez eus 2 vagouri gant ur raktres dre soubidigezh e Breizh, magouri Kervihan e Gwened, ha magouri Youn-ha-Solena e-kichen Naoned. Kevreet int gant ar gengevredigezh Babigoù Breizh. Ur raktres all a zo c’hoazh hag a zlefe digeriñ er mizioù da zont e Roazhon, Neizhig e anv. Savet eo bet neuze ar gevredigezh « Babigoù Bro-Leon ».

 

 

Un doare ober nevez

Tostaet eo diouzhtu « Babigoù Bro-Leon » eus an daou bennoberour pouezusañ war an dachenn-se, « Babigoù Breizh », kevread ar magourioù dre soubidigezh, ha « Divskouarn », ar gevredigezh hollek evit ar brezhoneg a-raok ar skol. Programmet ez eus bet 3 emvod kelaouiñ e Bro-Leon (Landerne, Lesneven ha Brest). Dre ma n’eo ket stanket dougerien ar raktres war lec’h ebet evit ar poent, e vo klasket ganto tañva an dachenn da welet hag-eñ vo kavet nerzh da sikour ar raktres. Loc’het mat eo pa ‘z eus bet 20 den o kemer perzh en emvod kentañ e Landerne.

 

 

Start-up week-end

Evit ar magourioù a zo bet digoret betek-henn, peotramant ar re zo tost da zigeriñ, ez eus bet ezhomm 4 bloavezh labour gant an dud a-youl-vat da nebeutañ evit dont a-benn. Ne fell ket da dud « Babigoù Bro-Leon » lakaat kement-all a amzer. Se zo kaoz o deus ijinet implijout doareoù nevez da vont war-raok, oc’h aozañ un dibenn-sizhun labour doare « start-up week end ».

En dibennoù-sizhun a seurt-se e vez lakaet e darempred eus un tu an dougerien raktresoù, da lavaret eo tud ganto ur mennozh, gant tud arbennik eus an tu all. Dre brezegennoù berr, atalieroù labour, e c’hellont sikour da sevel ar raktes da vat. Da lavaret eo en em gav an dud ar Gwener da noz gant ur raktres, hag ez eont kuit d’ar sul da fin an devezh gant un doser klok a-walc’h ennañ ur budjed, ur raktres pedagogel, ur strategiezh diorren, ul lec’hienn internet… Digor eo d’an holl diwar enskrivañ, n’eus ken nemet mont war  lec’hienn ganedigezh.bzh evit kaout an holl ditouroù.

D’ar 17, 18 ha 19/3 e vo dalc’het, e ti Sked, e Brest. War al lec’h e vo pennoù bras evel Malo Bouessel du Bourg, rener Produet e Breizh, Serge Appriou, eus al lec’hienn arc’hantaouiñ Kengo, Nolwenn Korbell, maeronez an abadenn… Digor eo an dibenn-sizhun d’an hini zo ur raktres gantañ, o liammañ ar brezhoneg hag ar re vihan, hag ivez da forzh piv a zo laouen da reiñ an dorn, e-pad un dibenn-sizhun, d’ur raktres lañsus evit ar brezhoneg ! Kement tra diwar-benn « Ganedigezh » war ganedigezh.bzh.