Doñvaet an arz…
02/02 /18

Doñvaet an arz…

La Fabrique, un ti-embann gall a zo anavezet mat e Bro-Frañs evit bezañ kustum da embann levrioù diwar-benn ar politikerezh met ivez war an arz, gant prederourien ha skrivagnerien evel Jacques Rancière, Alain Badiou, Nathalie Quintane pe c’hoazh Frédéric Lordon. E fin ar bloavezh tremenet o deus divizet embann ul levr nevez bet skrivet gant Laurent Cauwet, ur skrivagner e penn an ti-embann lennegezh a-vremañ Al Dante. E “La domestication de l’art” e lenner neuze ur preder war metoù an arz ha doareoù labour an arzourien ha tud an aozadurioù arzel.

Ul levr “flemmus” eo hemañ, e seurt ar re a vez embannet ur wech bep pemp bloaz da vurutelat politikerezh an arz kaset gant ar gouarnamant hag an aozadurioù prevez.

E-touez ar soñjoù pennañ a c’heller kavout ennañ ez eus hini an “Embregerezh Sevenadur” lec’h ma tispleg al liamm etre an arzourien hag an aozadurioù sevenadurel publik evel ul liamm kenwerzhel heñvel a-walc’h da hini ar c’hopridi.

Diskouez a ra ivez pouez an embregerezhioù prevez a sav kreizennoù arzel evit klask kuzhat o doareoù ober, o istor lous : liamm etre Vuitton ha Bro-Frañs Pétain (p.78-80), liamm etre BNP-Paribas hag ar gouennlazh tutsi (p.75-76), Benetton hag e labouradegoù en Azia pe en Europa ar Reter (p.94) ha laeret gante douraoù d’ar v/Mapucheed (p.95), hag all. Diaes chom hep gwelet zo amañ ul liamm gant kreizenn E.Leclerc e Landerne (lec’h ma vez is-gopret stajidi) pe kreizennoù Pinault e Venezia ha dindan berr e Pariz gant harp ti-kêr Pariz.

Ha setu ur pleg all lakaet war wel gant Laurent Cauwet : kenlabour an aozadurioù publik gant an embregerezhioù prevez evit ober brud vat d’an embregerezhioù-se (p.57-84) lec’h ma tesker zo bet nac’het da arzourien zo lakaat war wel buhez Palestiniz (p.111-112) pe buhez micherourien Michelin (p. 62-65).

Penaos e c’heller kaout ul labour politikel onest e lec’hioù (ken-)mestroniet gant tud a implij an arz evit o bruderezh ? Ar pezh a gas da zerc’hel soñj eus ar pezh a oa bet lâret e 2016 gant kannadez an Izer diwar-benn ur voger livet a zikoueze feulster ar stad  : “Un oberenn evel houmañ a c’hell bezañ treuzkomprenet. D’an nebeutañ ne vefe ket komprenet evel un oberenn arzel met evel un ali.”…

Evel-just n’eo ket er pennadig-mañ e vo plas a-walc’h da reiñ arguzennoù evit displegañ soñjoù Laurent Cauwet.

Ne reer ket en un nebeud linennoù ar pezh a reer e 160 pajennad.

D’ar re a faotfe dezho gouzout hiroc’h ne chom nemet da lenn al levr “La domestication de l’art”.