DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (19)
05/02 /18

DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (19)

Bertsu ha kan-ha-diskan : an hevelep istor ?

Setu un doare da adperc’hennañ ar yezh dre un arz hengounel a zo dreistordinal. E Bro-Euskadi e oa ar bertsu un doare “kan a-boz” da sevel war ar prim ur varzhoniezh kanet gant un tem roet en a-raok. Gant ar c’han-ha-diskan e oa un doare da lakaat an dud da zañsal, pa ne oa benveg sonerezh ebet. Ha deuet eo da vout kanet hiziv an deiz c’hoazh.

Treuzvevañ daoust d’ar c’holl a gomzerien

Darbet e oa bet d’ar bertsu ha d’ar c’han-ha-diskan mervel er bloavezhioù 1950. Echu gant ar sevenadur a-ziwar-ar-maez, flastret gant kerioù bras, gant ar mediaoù. Daou zen a oa bet o saveteiñ an arz poblek-mañ : Loeiz Roparz e Poullaouen ha Xavier Amuritza en Eskoriatza, e-kichen Arrasate. Daou zen a ouie ar yezh hag a ouie kanañ. C’hoant enno treuzkas d’ar remziadoù yaouank, da zastum, da vont e darempred gant ar re gozh. Ha setu ar fest-noz hag ar bertsu bev atav e 2018, gant kanerien yaouank.

Krouiñ en euskareg ha krouiñ e brezhoneg

Aze emañ an diforc’h brasañ etre an div vro. E Bro-Euskadi e vez ijinet war ar prim, gant klotennoù diabarzh, gant modoù disheñvel ha war demoù a-vremañ : an disparti, an euro, Charlie-hebdo…

E Breizh e vez klevet atav ar memes temoù er festoù-noz : ar serjant major, ar minor, Metig… Komzoù hag a veze kanet kant vloaz ‘zo dija. Mankout a ra nerzh krouiñ aze, anat deoc’h, ha dañserien gouest da gaozeal a c’houlennfe groñs pozioù nevez, liammet ouzh an amzer a-vremañ. Gant ar spi e teuio buan… evel Gavotenn ar re zibaper, flashmob skipailh Lannuon (150 000 gwelet war you tube).

Fanny Chauffin