Bretoned (2)

E pelec’h e vo kavet ene ar vro ? Ha daoust ha Breizh, hor bro, he deus c’hoazh un ene ? N’eo ket anat respont d’ur seurt goulenn, rak ar respont a vezo hervez istor pep hini, ha dreist-holl hervez ar pezh en deus levezonet pep hini. Hag amañ e respontin evel-just hervez ar pezh ez on, da lavaret eo ur breizhad kristen. Un dra ’n deus sachet va evezh abaoe pell’zo : an niver bras a strolladoù sikour hag a genskoazell a gaver er vro. En em c’houlenn a ran ha n’eo ket ur frouezh eus hon istor. Gouzout a reomp, tamm pe damm, ez omp ur bobl hag he deus ranket divroañ, dont eus an tu all d’ar mor hag en em staliañ en ur vro n’anavezemp ket. Hag evit-se o deus sikouret kalz ar venec’h, dre o lannoù, an dud d’en em vodañ ha d’en em sikour. Breudeuriaj ha kenskoazell eo vertuzioù kentañ ar vuhez a vanac’h. Hor pobl, pobl an douar hag ar mor, ’deus desket aze an doare da dalañ ouzh an dienez hag ouzh ar gwalleurioù.

N’eo ket diaes neuze kompren hon defe un doujañs bras, a gantved da gantved, evit ar sent o deus gouestlet o buhez da zifenn ha da sikour ar re vihan, ar re baour. Brud bras sant Erwan a zeu alese, hag e skouer a zo bet a-bouez bras evit kalz tud betek hirio. Ar memes tra a c’hellfer lavaret evit Santig Du, a reas kement, hanter kant vloaz goude sant Erwan, e kêr Gemper, evit magañ ha sikour an dud da geñver ar vosenn. N’heller ket ankounac’haat kennebeut ar paour-kaezh inosant Salaun, a veve diwar aluzen e koadoù Lampigou e-kichen Landevenneg, hag a oa un den a beoc’h e-kreiz ar brezel. Soñj a ranker delc’her ivez eus Mikêl an Nobletz, a ’n em reas bihan e-touez ar re vihan evit o c’henteliañ ha bezañ ’vel breur dezho, ha c’hoazh den ar misionoù, a vodas kement a veleien tro-dro dezhñ ken e voe lesanvet “an Tad mat” gand an dud. Ha tostoc’h ouzhomp, ar merc’hed-se a ijinas urzhioù nevez evit bezañ tost ouzh ar re vihan, “seurezed gwenn” ha “seurezet du”, ha dreist-holl Jeanne Jugan a savas urzh servijerezed ar re baour.

Bez’ hon eus en hon istor un heuliad hir a dud ha n’o deus ket gouzañvet e vefe lod skoet gant ar gwalleur, hep bezañ sikouret. Gouestlet o deus o buhez dezho en ur vezañ ganto, hag hirio c’hoazh ez eus en hon donded ar santimant-se : ne c’hellomp ket chom diseblant dirak gwalleur ar re all, rak hor breudeur hag hor c’hoarezed int !