Bezañ gwirion

Bezañ gwirion…  Daoust hag-eñ eo posupl ? Ma soñjomp mat, n’eo ket anat deomp dija gouzout piv omp e gwirionez. N’hon eus ket atav ar memes doare da vezañ gant ar re all, hag alies e klaskomp en em ziskouez dezho hervez ar pezh a soñj deomp bezañ hor gwellañ tu. Marteze e c’hoariomp ur rol bennak, a guzh d’ar re all ar pezh ez omp e gwirionez. Met petra a glaskomp e gwirionez  ? Pere eo hor brasañ, hon donañ c’hoantoù ? N’eo ket anat her gouezfemp hon-unan ! Abalamour da se e kavan mat e vefe bep bloaz ar mare-mañ a goraiz, a ro tro deomp, ma karomp, d’en em soñjal warnomp hon-unan ha d’en em c’houlenn, ur wech c’hoazh, petra a gont evidomp, ha da betra e roomp ar brasañ plas en hor buhez.

Bez’ ez eus ar re a zo o micher ha pep tra en o buhez a zo renket tro-dro d’ar vicher-se, o amzer evel-just, met ivez o zro-spered, rak aze eo en em santont en o jeu peogwir en em santont degemeret ’vel tud ampart. Alese eo e tennont o stabilded hag o gloar. Komzit ganto eus o micher, hag e teuont da vezañ helavar-kenañ. O c’halon a zo aze, peogwir e ro dezho ar santimant da servijout d’an holl ha da gontañ evit ar re all.

Bez’ ez eus ivez ar re a zo da gentañ tad pe vamm, ar re a lak dreist pep tra o buhez a familh, peogwir en em santont e-karg eus kerent ha bugale. Troioù-mat o bugale a zo ivez o zroioù-mat dezho, hag o c’hwitadennoù, o c’hwitadennoù dezho ivez… Met int-i o-unan, piv int, a-benn ar fin ? Daoust hag-eñ ez int dre ar re all pe drezo o-unan  ? En o mennozhioù, peseurt plas a roont d’ o istor, d’o fobl ha d’ar c’hevredigezhioù ? Goulennoù hep fin a c’hellfemp ober evel-se hervez stad buhez pep hini. A-benn ar fin eo ar re all a c’hellfe displegañ deomp un tamm penaos e welont ac’hanomp, ha deomp-ni da c’houzout ha gwir eo ar skeudenn-se. Moarvat e vije kemm etre ar skeudenn-se hag ar pezh a gred deomp bezañ. N’eus nemet ur garantez don evidomp, ur garantez ha ne varnfe ket ac’hanomp, a c’hellfe hol lakaat war hent ur wirionez.