Bez’ e vo eus Radio Naoned !
09/02 /18

Bez’ e vo eus Radio Naoned !

Lou Millour, Morgane Bramoullé : kenrenerezed ; ha Loïg Jade, prezidant kevredigezh Radio Kerne

Degemeret eo bet gant ar CSA raktres Radio Kerne sevel ur radio holl-vrezhoneg e Naoned ! Setu ur c’heloù mat evit ar vrezhonegerien pe e vefent eus Brest pe eus Klison.

 

Un nebeud bloavezhioù ‘zo e oa bet roet lañs d’an Tele Niverel Douarel. A-benn nebeut e krogo Frañs da vont war-zu ar Radio Niverel Douarel… Ha tamm-ha-tamm e vo paouezet gant ar gwagennoù FM. Dale ‘zo gant Frañs, rak e Bro-Norvegia, da skouer, eo bet paouezet dija gant an FM. A-benn nebeut ivez e ranko an dud kaout postoù-bihan nevez neuze, reoù gouest da zegemer an RND.

Bez’ emañ ar CSA o raktresañ ar c’hemm-se, hag o tigeriñ frekañsoù nevez d’ar skignerien. E miz Gwengolo e oa bet kaoz eus raktres Radio Kerne sevel ur radio holl-vrezhoneg e Naoned. D’ar poent-se e responte tud Radio Kerne d’ar galv raktresoù bet lañset gant ar CSA.

Ar sizhun baseet eo bet embannet an diviz, ha degemeret ar raktres “Radio Naoned.” Fier-ruz e oa skipailh Radio Kerne !

Arc’hantaouet un tamm eo ar raktres gant Rannvro Breizh, hag ar Redadeg ivez. Soutenet eo gant dilennidi ‘zo eus Meurgêr Naoned, met hep skoazell arc’hant ebet diganto betek-henn. E miz Meurzh e vo roet lañs d’un arc’hantaouiñ a-stroll evit ma vefe eus Radio Naoned.

 

 

Difraostañ

Daou dra a rank ar skipailh kas da benn asambles, keit ha ma ne vo ket eus ur skipailh e Naoned : al labour teknikel ha melestradurel. “Abaoe pell-pell  ‘zo diouer a vediaoù brezhonek e Naoned, hag ouzhpenn 15 vloaz ‘zo e oa kaoz eus an RND, hep ma ‘z afe war-raok… War evezh e oamp neuze, evit nompas c’hwitañ an taol ! Rak start eo ar c’hevezerezh gant ar radioioù bras-divent. Bremañ m’eo bet tizhet ar bazenn gentañ e chom an dachenn da zifraostañ !” eme Lou Millour kenrenerez Radio Kerne.

Sklaer eo kalzig a draoù ganto dija koulskoude. Radio Naoned a vo he flas er memes kevredigezh ha Radio Kerne. Kregiñ a raio ar skignañ e penn-kentañ 2019. Kerkent ha 2018 e vo gopret un den e Naoned, ha staliet ur studio.

Ma vo programmoù “Radio Naoned” boutin gant ar radioioù brezhonek-all, e vo eus programmoù savet e Naoned, ha graet a-ratozh-ker evit tud kêrbenn duged Breizh. Troet e vo linenn-stur ar radio muioc’h war doareoù-bevañ kêriz : Diouzh ar mintin e vo skignet un abadenn etre 7e ha 9e, hag un eil, diouzh noz, da 7e.  Gouestlet e vo, c’hoazh, un abadenn da arzourien al Liger-Atlantel.

A-benn 2019 e vo savet ar memes galv a raktresoù gant ar CSA e Roazhon. Goulenn a raio Radio Kerne kaout ur frekañsenn du-se, gant ar soñj krouiñ ur “Pol radio Roazhon/Naoned…” Dre m’eo bet degemeret hini Naoned e rankfe bezañ aesoc’h ober heñvel er gêrbenn velestradurel !