2008-2018 : 10 vloaz eo ar festival “Pesketaerien ar Bed” en Oriant
26/02 /18

2008-2018 : 10 vloaz eo ar festival “Pesketaerien ar Bed” en Oriant

D’an 19a viz Meurzh e loc’ho 10vet “gouel pesketaerien ar bed” en Oriant. Betek ar 25 a viz Meurzh e pado. Ur festival etrebroadel eo en ur seurt, rak ar filmoù kinniget a zeu a lies vro. Anavezet eo bremañ ar gouel evit kinnig filmoù a galite uhel ivez hag evit an doare dreistordinal ma ro tro da zizoleiñ bed ar mor ha reiñ ar gaoz d’ar besketaerien.

 

E 2008 eo bet krouet ar festival  gant ar strollad « Pesketaerezh ha Diorren », en Oriant. Ar c’hoant a oa gant an aozerien da respont d’ar mor a filmoù gwallreuz a denne d’ar pesketaerezh, hep ma vije roet an tu d’ ar re a oa kaoz outo bezañ klevet. Ne oa ket bet gwelet film kaer H. Sauper “Gwallhuñvre Darwin” da skouer gant kumuniezh pesketaerien lenn Viktoria zoken. Kaset o doa an aozourien dezho ar film ha gellet o doa ar re-mañ embann o soñj.

 

An dud e-kreiz ar jeu

Tro o doa bet an aozourien da gouviañ o dileuriadez du-mañ, evit un droiad e Breizh. Evito, hep disoñjal kudenn an danvez evel-just, e oa ur pal : adlakaat an dud e-kreiz jeu ar pesketaerezh. Houmañ eo obererezh diwezhañ Mab-den liammet penn-da-benn gant e endro naturel ha gant e broduadur.

Gwelet ‘vez hiriv an deiz e meur a vro ez eo liammet dazont ar pesketaerezh gant ar fed ma z’ eo gouest an tiriad da gaout tud gouest da besketa, ha pas nemetken da gaout pesked fonnus er mor. Abalamour d’an dra-se eo e vez gwelet muioc’h-mui a besketaerien divroet, gwasket gant al labour, ‘giz ma vez lakaet an danvez dindan wask, ivez. Ret eo derc’hel ul liamm etre an arvor, an danvez mor bev ha kumuniezh ar besketaerien hervez aozerien ar festival. Ret eo neuze anavezout ar besketaerien, gwir vroidi ar mor, ur gwir hollek da implij an danvez-se, anzav o deus ur ouiziegezh hag int gouest d’ober war-dro an danvez, harpet gant skiantourien. Faltazi bed ar mor ‘zo ken pouezus all evit derc’hel c’hoant ar re yaouank da vont war-zu micherioù ar pesketaerezh. Re alies n’o deus liamm ebet ken gant bed ar mor, siwazh.

 

Brud vras

Abaoe an deroù ez eo douget ar gouel gant pesketaerien (Alan Jegou deus komite pesketaerezh an Oriant) ha gant sevenourien kizidik ouzh komzoù ar vartoloded. Ur skipailhig tud a volontez vat ha feal, hag ur c’hopradez darnamzer o deus aozet ar skignadennoù betek poent. Ha deuet eo brav ganto ! Ar c’hejadennoù o deus roet tro da lakaat teulfilmoù a galite uhel da vezañ dizoloet avat. Ur vrud vras zo bet tapet gant ar gouel, betek an FAO (Aozadur ar Broadoù Unanet evit ar vagadurezh) memes. Arc’hantaouet eo ar gouel ivez dre sikour strollegezhioù zo klokaet gant skoazelloù prevez, al lod vrasañ anezho o tont eus bed ar pesketaerezh.

TaN

www.pecheursdumonde.org