War glask ur plas
12/01 /18

War glask ur plas

Un nebeud bloavezhioù zo e oa meur a gevredigezh e Kemper, c’hoant ganto kenlabourat war dachenn an adimplij, ar rannañ objedoù deuet da vezañ didalvez. Lod, evel “Treuzkemm” o deus kavet ur plas en Erge-Vihan, war hent Rosporden. Lod all, evel “Kêr Lodenna” a zo c’hoazh o klask.

 

An holl gevredigezhioù-se a sav goulennoù ouzh an ti-kêr. Met n’eus ket plas evito holl. Klask a ra bremañ Lenaïck Bertho hag he mignoned ur stal a vefe kontant un aozadur prevez da brestiñ dezho evit bloaz pe bloaz hanter “Amzer deomp mont en-dro en un doare dereat ha bezañ gouest da baeañ ur feurm.” emezi. Ranket o deus digeriñ un tamm o raktres. Memes ma vo c’hoazh eus un egorenn evit eskemm digoust danvez pe zanvez e rankint ivez, e-kichen, kaout ur stal e-lec’h ma vo gwerzhet dafar eildorn.

Evit ar poent emaint o klask arc’hantaouiñ o raktres dre “Helloasso” met ivez o sevel goulennoù digant an ti-kêr ken kaz e vefe plas dieub, evel ma c’hoarvezo hepdale, ‘toare, gant burevioù kozh Bleu Breizh-Izel. “Kaout ur plas e kreiz-kêr a vefe dreist evidomp rak fellout a ra deomp kinnig servijoù d’an dud war droad. Ne c’hellomp ket ijinañ kaout ur stal pell eus ar c’hêrioù bras, pell eus Kemper.” emezi c’hoazh. Laouen e vefent gant ur 500m² bennak, en ur savadur a vodfe kevredigezhioù ganto ar memes kizidigezh.