Sine : M

M

ur film sevenet gant Sara Forestier (2017)

Gant : Sara Forestier, Redouanne Harjane, Jean-Pierre Léaud (1e40)

 

C’hoant he deus Sara Forestier da soviñ an dud, da soviñ ar bed. Beteg hec’h ivinoù e trid an c’hoant-se enni. Er film L’esquive, bet sevenet gant Abdellatif Kechiche e 2004, hor boa bet tro evid ar wezh kentañ da weled Sara Forestier war ar skrammoù braz. E oa neuze ur grennardez ag ur bannlew bennag a-gostez Pariz. En he skolaj e klaske ur gelennerez c’halleg lakaad he skolajidi da zeskiñ yezh Molière par ma c’helle, ha ne oa ket aez tamm ebed. Yezh ar grennarded-se ne oa ‘med ur galleg dister, paour-abominabl, ha ne oa ket o c’hoant tamm ebed lakaad poan da gomz bravoc’h. Mez gant pasianted ha youl ha dre sevel ur skipailh teatr, e oa daet ar gelennerez da-benn a lakaad un nebeud anezhe da gompren e oa aze ur blijadur da dapoud, ha pelloc’h eged ar blijadur, un hent da voned gantañ da grogiñ da vad er vuhez. A-c’houde an amzer-se he deus toullet Sara Forestier he hent, ha setu-hi bremañ gant ur film he deus-hi savet, senario ha rac’h. Ha santet e vez c’hoazh amañ ar pezh en doa maget L’esquive.

Ema Mo ur paotr yaouank hag a gav e blijadur (hag e argant) e redadegoù-otoioù, sport dañjeruz ha difennet. Pa’n em gav Mo gant Lila, ur plac’h mud hag ambazh-braz, e karanteka douti war an tach. Mez mar ne c’hell ket Lila komz a-feson, ne oui ket Mo na lenn na skriv diouzh e du. Setu aze ar steuñvenn.

Skoet kreñv he deus Sara Forestier evid he film kentañ, daoust ma kavo lod sïoù e-barzh. Ar rebechoù pennañ marse : perag ur paotr ag ar Maghreb c’hoazh evid ober an heni fall ? Ha perag n’eo ket bet lakaet ur vudez wirion da voud Lila ? Daoust ma c’hoari Sara Forestier he rol a-feson, diaez eo dimp krediñ tre en afer pa ouiomp ema-hi ur flaperez touet, na n’ema, ar c’hontrel béw ag he rol er film. Mez ankouaad a raomp ar sïoù-se, ha brallet eo bet kalon meur a unan, gouez da ali an dud goude ar film.

Setu daou zen yaouank, peb unan anezhe prizoniet gant e si. N’hell ket Lila komz, n’hell ket ket Mo lenn, hag o daou a glask bevañ ur sort gant ar mankoù-se a vrein o buhezioù. Ha setu un dra dic’hortoz : en em gavoud a raont hag en em gariñ a raont. Hag ar garantez-se an heni eo a ro he lusk d’ar film. Ar pezh a lâren tuchant : aze e weler he deus c’hoant Sara Forestier da soviñ an dud ha pelloc’h, da soviñ ar bed.

Hag amañ e laka-hi ar garantez da alc’hwez evid chañch penn d’ar bed. N’eo ket er bannlevioù hebkén e vank karantez. Mez braw eo gweled an heni a zisklos etre an daou zen-se, pell a-zoc’h karterioù chik ar gêrbenn hag o c’houlaouier burlutuz. Amañ e tiskouez an daou-se o frailhoù ha klask a raont tremen en tu arall anezhe. N’eo ket aez, kaled eo ar stourm. Ur stourm diabarzh frouezhuz pa vez kaset da benn, ar pezh na zegouezh ket gant ar stourm arall, an heni a vez kaset eneb douzh an dud, liez e gaou. Pell omp a-zoc’h ar vizer louz hag a-zoc’h an druez divalaw. Rag e peb lec’h e c’hell an dud sevel, kavoud ur ster d’o buhez ha bevañ eüruz, ha foenn da liw ar c’hroc’henn ha foenn d’ar mankoù ha d’ar sïoù ! Ar feiz, a lârer, a zeblas ar menezioù. Mez er feiz wirion eh eus karantez, just a-walc’h. Ha pasiant eo ar garantez, ar pezh a ankouaomp er bed-mañ, rac’h an dud é redeg ennañ. Mez da glask tapoud petra e redomp oll ?