Sine : LA PROMESSE DE L’AUBE

LA PROMESSE DE L’AUBE

ur film sevenet gant Éric Barbier (2017)

Gant : Pierre Niney, Charlotte Gainsbourg

(2e11)

 

D’ar Sul ‘vitin ned a ket mui an dud ken stank evel a-gent d’an oferenn-bred. Hiziw, e-lec’h moned da bediñ asambl war an ton braz eh aont d’ar sinema. Tra guriuz : evid ar film a oan bet é selled doutañ e-lec’h moned d’an oferenn ne oa nemed tud kozh ive, tud e retred, pennoù gwenn, pennoù divlew. Kit da gompren ! Daet eo ar sinema, evel an oferennoù bremañ d’ar liesañ, da voud un diverradeg evid an dud war an oad ive. N’eus ket netra evid padoud hiziw an deiz. Mez marse e oa ar yaouankizoù e sal arall, gant Star War… Ma, daomp dezhi memestra… Setu neuze un nebeud linennoù diwar-benn La promesse de l’aube, bet sevenet gant Éric Barbier.

Pa’m behe un dra da lâred evid roiñ deoc’h da ouied a betra e komz e vehe « Mamm ! Mamm, a-wael, a-wael, laoskit-me da vevañ !  » Setu aze kri ur c’hrouadur, paotr nemetañ e vamm, gwasket gant ur garantez terrubl he dehe gellet henn lazhañ. Mez pas, ar c’hontrel-béw eo : gwarantet he doa ar garantez-se ar paotr beteg e oad-gour, ha ne oa ket ne vern piw ar paotr-se pandeogwir e kont ar film un tamm a vuhez ar skrivagner brudet Romain Gary, alias Émile Achard ha m’oar-me c’hoazh, en doa resevet diw wezh ar priz Goncourt, unan anezhe evid e romant La vie devant soi e 1975.

Diskoueziñ a ra ar film bugaleaj Roman Kacew e Vilna (kêr rus neuze, ag ar Pologn goude ha kêrbenn ar Lituani hiziw, Vilnius) ; e grennardiezh e Nice ; e amzer studier e Pariz lec’h ma oa bet embannet e zanevelloù kentañ ; ha beteg e avañturioù skrijuz en aerlu e-pad ar brezel. Dreist-ordinel ema bet buhez Romain Gary enta, leun a droioù dic’hortoz-kàer, digredaduz liez. Ataw é klask fardañ e hentoù dianav, diasur, dañjeruz zokén. Mez kaset war-raog gant un nerzh a oa bet roet dezhañ gant e vamm, Nina, yudevez a-orin, ur vaouez leun a fiziañs dall en he mab. Adal ma oa bihan e wele ennañ ur jeneral, un ambasador (un ambasador a Frañs ouzhpenn-se, a-gaoz ma oa ar Frañs ar baradoez eviti), ur skrivagner a-live gant Viktor Hugo, Pouchkine. Ur garantez foll he doa ar vamm-se evid he mab enta. Beteg re sur a-walc’h, mez nawazh pas beteg henn mougañ evel ma c’hell degouezhoud meur a wezh. Marse a-gaoz ma oa solud ar paotr Romain, gouest da zegemer karantez e vamm heb boud beuzet ganti. Rag mar he doa Nina fiziañs en he mab en doa Romain fiziañs en e vamm ive. A-drugarez d’an nerzh-se marse e oa-eñv daet da voud unan a skrivagnerion vrudetañ an XXved kantved.

Interesuz eo ar film dre ma yaomp da weladenniñ meur a vro, meur a rannvloaz, meur a dermen e istor an XXved kantved. Gweled a raomp ar gouiañv kaled e Wilno, lec’h ma klask Nina gounid he boued ha heni he faotr diwar aozañ tokoù, ha goude dilhad chik evid maouezi pinvidig ar gêr. Ha ne oa ket aez a-gaoz ma oa yudew. Gweled a raomp ar bugon a verw enni, zokén er prantadoù diaesañ. Diskoueziñ a ra boud broudet gant an diaezamantoù. Hiziw e vehe komzet a reziliañs (harpusted hervez M. Ménard). Gweled a raomp ive ar strivoù a ra Romain evid sentiñ douti hag evid achap ive, war-un-dro, a pa vehe hebkén evid redeg war-lerc’h ur plac’h bennag.

Daoust ma oa karantezuz e vamm ur spont, ne glaske ket henn derc’hel e-talti jamez. Ar c’hontrel-béw e oa : klask a rae lakaad he mab da fardañ er vuhez gant oll e nerzh. Douzh he gweled er film he dehe gellet Charlotte Gainsbourg boud ar vaouez-se, me ‘gred…