Sine : CHAVELA VARGAS

CHAVELA VARGAS

ur film sevenet gant Catherine Gund ha Daresha Kyi (2017)

Gant : Chavela Vargas (2e10)

 

 

Marse eh oc’h, eveldin-me, ag ar re n’o doa ket jamez klevet komz ag ar ganerez Chavela Vargas. Setu ur vaouez he deus merket hec’h amzer nawazh, ha merket ar broioù he doa bet tro da vevañ enne : ar bed latino, bro-Spagn enkontet.

Ganet e oa María Isabel Anita Carmen de Jesús Vargas Lizano er C’hosta-Rika, e 1919. Marvet e oa er Meksik d’ar 5 a viz Eost 2012. Gwelet e vez evel kasourez pennañ ar muzik ranchera. Setu ur verc’h na oa ket bet koutant ag he bugaleaj jamez : ne oa ket bet karet gant he mamm. Honnañ he doa kavet e oa he merc’h re hañval douzh ur paotr, pa faote-hi boud ganet ur plac’hig gant tresoù ur vaouez ha n’eo ket gant re he gwaz. Hag an digarantez-se he doa broudet Isabel da achap kuit. Ha pa oa degouezhet er Meksik he doa en em lakaet da ganal ha kemeret hec’h anw nevez, hec’h anw plac’h libr, hec’h anw arzourez : Chavela.

Diskoueziñ a ra an diw sevenerez, Catherine Gund ha Daresha Kyi, pegen bamet emaint dirag buhez ar vaouez-se, ken digustum he hent-buhez, ken kaloneg ive he stourm evid boud maouez ha kariñ ar maouezed muioc’h eged ar baotred c’hoazh. Ar stourm-sen eo a vez lakaet war-wel er film. Hag ur skwer e oa bet Chavela Vargas evid ar maouezi lezbian, ken diaez dezhe boud er bed latino heb kuzhad o dougañs. Er Meksik he doa graet anaoudegezh gant ur saver rancheras, a zo sonennoù trist kentoc’h hag a gomz a garantez, mez karantez gwazed dipitet gant maouezi waet da redeg pelloc’h ; sonennoù enne skuizhder ha doñjer e-keñver ar bed hag ar gevredigezh, hag enne ive diaezamantoù an digenvez.

Ur plac’h solud a ziskoueze boud Chavela. Ataw he doa bevet gant mignonezed ha mignoned helaezh en-dro dezhi, mez chomet e oa en he-hunan he buhez-pad ur sort, n’eo ket a-gaoz ma ne glaske ket boud e-mesk an dud, mez a-gaoz ma oa he natur boud en he-hunan. Goude boud bet dilezet gant he mamm a-vihanig, enni dreist-oll neuze, ha hi krennardez, e oa daet da benn a gavoud an nerzh da sevel ha da ganal.

E-kreiz he brud e krogas d’en em deurel d’an evaj hag e-pad trizeg vloaz e oa bet ankouaet a-grenn, koulz lâred, gant ar re a oa bet sod ganti ur prantad. Pa oa arruet kozh braz e oa waet tud d’he zennañ ag he mizer hag adal an deiz-se he doa bet ar chañs da ganañ en-dro. A-drugarez da Bedro Almodovar, ar sevener filmoù brudet, e oa bet savet un droiad eviti e Bro-Spagn hag e Pariz zokén.

Graet he doa anavoudegezh gant meur a zen, hantet gwazed sur a-walc’h mez merc’hed stankoc’h c’hoazh, ha ne oa ket tud dianav hebkén : Ava Gardner, Frida Kahlo, Almodovar e-mesk ur bochad arall. Ne bade ket pell he barradoù ivoul mez beteg fin he buhez e kavas kompagnuned ha kompagnunezed da vevañ ganti, tud hag a blege dirag he chalm hud.

Ur vaouez awenet ha donezoned mat e oa, kizidig braz. Kanañ a rae rancheras rag klotiñ a rae tristez ar sonennoù-se gant an dristidigezh sanket don en he c’halon a-c’houde ma oa bihan. Abalamour d’an dristez-se marse he doa kaset he buhez en ur mod digustum. Ikonoklast e oa, bambocherez ive. Ur skwer eo ag ar levezon a c’hell ar wir arzourion kaoud war ur gevredigezh. Ur levezon gounezet gant ar labour-klask a raont e ene mab-den : dre furchal e-barzh e lakaont ar Vuhez da vleuniañ en-dro e kalonoù an dud, pa oa-hi morgousket enne. Evel bonnoù war hent an denelezh e c’hell an arzourion boud, gwezhavez.