Sikour an emzivaded
22/01 /18

Sikour an emzivaded

E Rumengol n’eus ken nemet 390 den o chom met bev-mat eo an dud, evel ma tiskouez ar gevredigezh bet savet nevez zo, Emzivad. evel ma tiskouez ivez buhez komite ar gouelioù meret gant Herve Hourmant, eil prezidant Emzivad.

 

 

N’eo ket Rumengol ur gumun hec’h-unan, stag ma vez ouzh ar Faou. Met eno eo o deus dibabet an dud sikour ar re all, bugale emzivat eus Bro-Varoko. “Klask a raemp sikour tud deus Afrika, eus ur vro galleger – aesoc’h eo evit daremprediñ – hag ur vro stabil war un dro.” eme Philippe Salaun, prezidant ar gevredigezh bet krouet d’ar 6 a viz Kerzu a-raok resisaat “Abaoe miz Mae zo bet aozet emvodoù – 4 bennak, memestra – evit termeniñ ar pezh a felle deomp.” Ha betek 100 den o kemer perzh en emvodoù-se.

 

 

A-vent

Bihan eo Rumengol ha klask a rae ar skipailh ur raktres a-vent gant ar gumun, unan a c’hellfe kas da benn, memestra. Goude bezañ bet aet da glask war-zu emzivati Deni Mellal o deus dibabet skoazellañ daou anezho, e Ouarzazate hag e Fez. Dre e vicher – kine eo e Pont ar Veuzenn – en deus bet tro Philippe Salaun da welet pegen pouezus e oa sikour bugale eus Bro-Varoko bet advabet gant tud eus Breizh.

Hag eñ o soñjal mont pelloc’h, sikour ar vugale a vez o chom eno.

 

 

Daou raktres

E Ouarzazate e vez meret un emzivati gant ar gevredigezh

“Les Yeux d’Aicha” renet gant ar  Véronique Benon, eus Bourdel. “Dont a reont a-benn d’ober war-dro an holl vugale fiziet eno –boueta, gwiskañ …- met diaes ‘oa dezho kaout dafar ispisializet evit 5 bugel – 4 bugel IMC hag unan trizomek  – rak ne fell ket dezho paeañ tamm bakshish ebet evit kaout kadorioù-ruilh. Ni a c’hello sikour anezho dre ma anavezomp tud en ezporzhañ-enporzhañ.”. Mont a raint e darempred gant tud eus Brest, a oar merañ kadorioù-ruilh a-eildorn.

E Fez o deus dibabet sikour ur greizenn gwareziñ merc’hed, meret gant ar gevredigezh Fofo*, lec’hiet e Ziat. Danvez yec’hed, dilhad, a vank d’an 50 plac’h a vez eno, eus an oad kentañ betek 18 vloaz. Bez’ emañ tud Emzivad o soñj dastum dilhad er vro-mañ.

Ar statud a « gkevredigezh a dalvoudegezh foran » a glaskont kaout evit aesaat d’ ar roerien ober profoù dezho.

*Friends of Fez Orphans