Pinvidigezhioù al liorzh kollet
30/01 /18

Pinvidigezhioù al liorzh kollet

Gant un heuliad a zegouezhioù brav en deus gallet Richie Huxley krouiñ skornenoù ha diennoù bio ha mestroniañ ar chadenn broduiñ a-bezh, eus an dastum  frouezh d’ar gwerzh.

 

 

E 2006 en doa kuitaet an ijinour yaouank ar gêr a  Scoke-on-Trent, 60 km dindan Manchester, evit mont da Strasbourg da labourat e framm Europa.

5 bloaz goude e adkaved anezhañ oc’h heuliañ studioù war al labour-douar e bro e wreg, ur Vreizhadez. Hag eñ da glevet komz, dre zegouezh, eus ur verje 1 500 gwezenn-avaloù, war 9 devezh-arat,dilezet,  induet gant an drez, e Mont-er-Blant, er Mor-Bihan.

Sindikad dour Sant Ave eo a zo perc’henn war an douaroù, un dachenn a-bouez – 500 ha, memestra – rak eus aze e teu an dour a ever e kornbro Gwened.

Reolennoù ispisial a zo lakaet. En ur mod bio e rank bezañ labouret an douaroù. Ne oa ket evit displijout dezhañ.

 

 

Treuzfurmiñ

N’eo ket evit produiñ frouezh ha legumaj ha gwerzhañ anezho. Labourus-tre eo. Padal e plij dezhañ ar skornennoù, e plij dezhañ krouiñ, e soñj dezhañ eo dav kaout talvoudegezh ouzhpennet gant e varc’hadourezh. E miz Ebrel 2014 e voe krouet an “EARL Le Verger Perdu.” Plantañ a reas gwez prun, gwez pechez… ha gant tout ar frouezh e voe graet skornennoù en e di, e Elven, kerkent hag e derou 2015. “Prenet hon eus amañ un atant, hep douar da heul, met gant plas evit staliañ hor mekanikoù” emezañ. E Meurzh 2015 e c’houneze medalenn arem Pariz gant e sistr “Mersi dis, Jerom”.

4 bloaz en deus labouret start evit gellout en em dennañ. “N’eo ken ‘met bremañ, 4 bloaz goude, ma c’hellan tennañ un tamm ma alan” emezañ. Ouzhpenn dastum ha fardañ e rank ivez kas da werzhañ, e stalioù Biocoop ar vro, e letioù zo e Gwened, e stalioù pleg-mor ar Mor-Bihan. En em glevet eo ivez gant mignoned o chom e Elven ivez met 5 km pelloc’h evit produiñ eno sivi.

 

 

En Afrika

E fin miz Genver ez aio betek ar Burkina-Faso, da heul ar gevredigezh Ingalañ.

Eno ez aio e darempred gant produerien ibiscus, mang, spisoù, poultr baobab gant ar soñj skoulmañ darempredoù kenwerzhel ganto.

“Kentoc’h eget tremen dre hanterouriezh embregerezhioù a-vras e prenin ganto war-eeun. Gwelloc’h e vo evidon. Evit produerien ar vro e vo talvoudus ivez dre ma vint emrenoc’h.” emezañ.

En em welet a ra ar saoz Richie Huxley evel ur wezenn diswriennet he deus bet chañs da gaout ‘kostez Gwened un douar mat evit staliañ en-dro gwrizioù – ur rouedad mignoned – mat.

Emskiant eo war ar chañs en deus bet da gaout ar verje-se, arc’hant da bostiñ, douaroù dieub.