Peoc’h

Aet eo ar bloavezh kozh diwar-wel, hag a-greiz pep kreiz omp en em gavet koshoc’h. Troet hon ‘eus ur bajenn eus hor buhez, hag emaomp aze bremañ o voulc’hañ ar bloaz nevez. Petra a raimp eus an amzer-ze kinniget deomp evit netra ? War beseurt tachenn e labourimp ?

Un dra ’zo anat d’an nebeutañ : e 2018 hon do da gaout soñj eus an 11 a viz Du 1918. A-walc’h eo mont d’ober un dro er vered, ha sellet a-dost ouzh ar monumant evit kompren pegen merket eo bet ar c’hantved diwezhañ en hor parrezioù gant lazhadeg spontus ar brezel. Hir eo, e pep lec’h, listenn ar re a zo kouezhet war dachenn ar brezel, ha n’eo ket diaes kompren pegen glac’harus eo bet ar brezel-se evit kalz merc’hed. Ret e vefe ivez  ober anv eus ar re a zo distroet d’ar gêr gwall-vac’hagnet, hag o deus bevet goude-se gant ur vrec’h nebeutoc’h, pe ur gar e koad… Ret e vefe ivez soñjal er vugale ha n’o deus morse anavezet o zad…

Brezelioù all hon ‘eus gouzañvet er c’hantved diwezhañ, hag a zo bet ken spontus-all, met anat eo e chom e spered an dud ar brezel 14 ’vel ar gwashañ tra a vefe bet c’hoarvezet gant ar vro a-bezh. E kalz familhoù e chom c’hoazh en deiz a hiriv lizhiri, kartennoù-post ha traoù a bep seurt a vez bremañ lakaet war wel e diskouezadegoù, hag implijet e kaozeadennoù. Bez’ eo ’vel m’hon defe ezhomm d’en em rentañ kont eus ar priz bet paeet gant milionoù a dud evit ma c’hellfemp hiriv bevañ e peoc’h.

An hent boulc’het gant Europa abaoe ar bloavezhioù 50 evit magañ ar peoc’h etre hor broioù, a zo c’hoazh da vezañ kreñvaet evit ma teufe hor pobloù d’en em anavezout gwelloc’h ha da genlabourat evit muioc’h a justis, a frankiz hag a genskoazell. Chom a-sav ur pennadig da soñjal er gwalleurioù a zegas follentez mab-den pa grog d’en em gannañ gant e vreur, a c’hell reiñ deomp skiant a-walc’h evit ne welfemp biken ken ar brezel ’vel ur respont d’hon diaezamantoù.

 

 

“Peoc’h d’an deiz-mañ a zoug e boan, a skuilh e joa… Peoc’h d’an douar a zoug an ed a vag ar bed… Peoc’h d’ar gedour a zoug kleze hep skuilhañ ar gwad…” Setu aze komzoù bet skrivet ganin bloavezhioù ’zo da ganañ ar peoc’h, ur peoc’h hag a vevomp-ni amañ en Europ, ha n’eo ket gwir siwazh e pep korn eus ar bed. Gouzout a reomp eo deuet boul ar bed da vezañ ur gêriadenn, ha ne c’hellomp ket serriñ hor skouarnoù da drouz ar brezel a glevomp amañ pe ahont e broioù pell pe dostoc’h. Met gwashoc’h eget an trouzioù-se, ez eus eur brezel-kuzh o rodal tro-dro d’ar bed holl, hag a ra he reuz dre ar bed a-bezh : hini an hin eo. Skiantourien ’zo hag a lavar eo bet 2017 ar bloavezh m’en deus ar bed a-bezh en em rentet kont, hag e vo 2018 ar bloavezh ma vo klasket da vat cheñch penn d’ar vazh.

An dra gentañ marteze en hor galloud eo kaout c’hoant da welet kaerder ar bed a zo tro-dro deomp, da sellet ouzh ar vleunienn o tigeriñ, hag ouzh ar yourc’h o kantreal er c’hoad. Klevet bourbouilh an dour er c’han, ha selaou divizoù al laboused er gwez d’ar gouloù-deiz. N’eus ket gwelloc’h evit santout pinvidigezh ar vuhez o tispakañ e pep lec’h, hag ar binvidigezh-se a zo kinniget deomp evit netra. Ma n’omp ket gouest da vezañ fromet gant kement-se, e pelec’h e kavimp neuze an nerzh da stourm a-enep distrujidigezh ar bed, e pelec’h e kavimp an nerzh da cheñch hon doare da vevañ, da labourat, ha d’en em vagañ ? Gouzout a reomp emaomp  o foraniñ danvezioù ar bed, a zo bet ezhomm milionoù a vloavezhioù evit fardañ anezho… ha ne rafemp ket van ? Daoust hag hor pal ’vefe lezel gant hor bugale ur bed kalz paouroc’h ha saotret ouzhpenn ?

Holl omp e karg eus amzer da zont ar bed, hag ar strivoù a raimp-ni amañ evit muioc’h a zoujañs evit an douar, evit espern an energiezh hag evit diwall da saotrañ an dour, a c’hello sikour pobloù paour da sevel un tamm o c’hein. Stag-ha-stag omp holl, hag hon eus holl da vagañ ar peoc’h !