Ober gant an natur
22/01 /18

Ober gant an natur

Barzhez eo bet Clotilde Desvernes abaoe he oad tenerañ. Evit se he deus lakaet an anv Amuse Terre d’he atant, e Kerambars Image, en Eliant.

 

Eus Pariz eo-hi, dedennet gant ur vuhez disheñvel. Tost eo bet eus ar gumuniezh “L’Arche de Lanza del Vasto”, e St Antoine L’Abbaye, e Ploneour-Lanvern, betek sevel loened, ha kavout war he hent Paul Lambert, kalvez-vor a-vicher, prenet gantañ 8,5ha ha feurmet tammoù all, en Eliant, war douaroù kosteziet. Eno o deus kroget gant ar produiñ bio, aet war-zu ar “permaculture” ha bremañ o vont war un hent disheñvel c’hoazh, teurel kont mat eus an natur, ober he mad outi ha n’eo ket stourm a-enepti. “E-pad pell on bet oc’h en skuizhañ, o klask gounit, lakaat an douar da broduiñ ar muiañ ma c’helle, en desped dezhi” emezi.

 

 

Klask an hent

Eviti n’eus ket kalz a ziforc’h etre ar bio hag an doare klasel da labourat an douar. “Ingal e vez klasket tennañ ar muiañ a c’hounid, en ur ober nebeutoc’h pe muioc’h a zroug d’an douar.” emezi. Bep un tammig he deus dibabet hentoù all. Kaout ur verc’h, Pessah, daou vloaz hanter, a gav bremañ gwelloc’h bevañ en o c’hostez kentoc’h eget bezañ er skol. E miz Here en deus dilezet Paul Lambert e vicher evit labourat ganti war an atant. Bremañ e fell dezho chom gant 30 dañvadez d’ar muiañ. “Kalz eo dija rak gant o re vihan e sav an tropellad da 90 loen. Diaes eo deomp kaout un darempred gwirion gant kement-se.” emezi a-raok ouzhpennañ “Cheñchet hon eus krenn ha re abred eo c’hoazh evit priziañ hon dibaboù.”

 

 

Arouezioù

Darvoudoù bihan a zo bet bevet evel sinoù kaset dezho. “Logod a oa war hon tachenn, a-orin a Ganada. Eno e varvont gant ar yenijenn. Amañ e paotont stank. Induet e oamp ganto. Betek ma ‘m eus soñjet o doa gounezet. Ne oan ket gouest da stourm ken. Lakaet em eus muioc’h a legumaj, a avaloù-douar…” emezi. Ha souezhus eo bet an efed. Krignet e vez c’hoazh ur blantenn bennak, ur wech an amzer. Met kalz nebeutoc’h a logod a welont bremañ.

Heñvel eo bet evit an hangar. Adalek ar mare m’o deus soñjet e vefe mat kaout unan evit ma c’hellfe o loened debriñ foenn hervez o ezhomm, hervez un teknik implijet er Stadoù-Unanet, o deus klevet komz eus un hangar diimplij. Ha Paul Lambert, paotr milmicher, da zegas anezhañ, da sevel anezhañ. 700 € en deus koustet evit ar pezh a vefe prenet 10 000 €. “Anantoc’h-anatañ eo din. Dav eo kemer an traoù e mod m’emaint ha n’eo ket sevel a-enep dezho.” a zispleg-hi.

 

 

Ha kemm c’hoazh

Evit kas o raktres da benn o deus savet ur yourt ha degemeret betek 10 woofer o tont da labourat war o atant – 4eur 30 bemdez digoust hag int lojet ha maget.

Met gant an amzer eo kentoc’h unan pe ur c’houblad a zegemeront, ha muioc’h-mui a amzer a dremenont ganto evit eskemm war o raktresoù.

C’hoant o deus mont war hent an eskemm gant an dud ha roet buhez d’un SCI, “Les Joyeux Brins d’Herbe”, gant ar soñj degemer war o atant tud o dije ar memes doareoù. N’int ket kamaraded gant implij ar mekanikoù, an dourtan. Ha diaes e chom dezho lazhañ o loened evit gwerzhañ o c’hig.

Goude bloavezhioù o tiwall ingal ouzh an dispignoù, o postiñ kement gwenneg en o atant, o deus divizet bremañ implij an arc’hant-se evit bevañ gwelloc’h.  Plac’h an arzoù eo Clotilde Desvernes, bet edukatourez ha labourerez sokial, ha c’hoant he dije dont en-dro war an eskemm, an dud, an natur ha n’eo ket produiñ evit produiñ.