kant mil manifester evit ar brizonidi bolitikel

Ur mor a dud en deus dibunet e straedoù Bilbao e Bro-Euskadi d’ar Sadorn 13 a viz Genver evit ma vefe eus un “diskoulm politikel” evit ar brizonidi bolitikel euskarat. Pezh zo, ma ya an traoù àr-raok e Pariz, e kendalc’h Madrid gant an erv : ar moustrerezh tra ken.

 

Leun a vanifestourion ‘oa straedoù Bilbao e Bro-Euskadi d’ar Sadorn 13 a viz Genver. Ur c’hant mil bennak hervez ar c’hazetennoù. E penn an dibunadeg, familhoù ar brizonidi bolitikel euskarat a zouge poltredi o re, tud toull-bac’het en un hanter-kant prizon e Euskal Herria, e Breizh (Roazhon), e Bro-C’hall, e Spagn, er Republik Katalan, ha pelloc’h c’hoazh betek e Portugal hag e Bro-Vrazil.

Hiziv an deiz e vefe muioc’h evit 300 prizoniad politikel euskarat. Ha bout ma vez dibrizonet reoù zo ingal gant  justis Spagn ha Gall, goude bout achuet o amzer kastiz, e vez kaset ingal reoù nevez en toull-bac’h dreist-holl e stad Spagn. Hag embannet fin e obererezhioù arme gant ETA e 2011 !

 

 

àr-raok gant Pariz

E feiz emañ dalc’h ar brizonidi e-kreiz ar jeu etre Madrid, Pariz hag an emsavourion euskarat. Ur bazenn àr-raok a zo bet graet gant ar gouarnamant gall avat : ar memes deiz hag ar vanifestadeg ez eus bet embannet e vo kaset ar brizonidi bolitikel euskarat e prizonioù eus Ipparalde pe, d’an nebeutañ, e-barzh an teir zostañ ouzh Bro-Euskadi an norzh : Lannemezan, Mont-de-Marsan pe Pau. Ha buan e vefe lakaet e pleustr seurt diviz “nebeutoc’h evit ur miz” hervez “Txetx” (Jean-Noël Etxeverry), un emsaver euskarat anavezet mat e Breizh. En un atersadenn embannet àr ar gazetenn “Sud-Ouest” e lavar Txetx zo bet divizet kement-se da geñver un emvod etre ar c’hevredigezhioù a souten ar brizonidi ha ministrerezh ar Justis e fin miz Kerzu e Pariz. Hag an emsavour da ouzhpennañ e c’hellfe cheñch traoù all ivez evel dieubiñ ar brizonidi gwall-glañv, an droed da gaout distaolioù kastiz pe kudenn an hir a gastizoù.

 

 

Reutoc’h gant Madrid

Ma vez digoroc’h spered Pariz àr an “dalc’h euskarat” hiviziken, n’emañ ket Madrid àr e du-mat c’hoazh.

Startoc’h evit biskoazh emañ Rajoy, hag ar justis spagnol en o feiz a-enep Euskariz ha n’eo ket gant an enkadenn e Katalonia e yay gwelloc’h ar jeu. Gant an emsavourion euskarat d’an nebeutañ, e c’helle lakaat diskred àrne o defe graet traoù e-maez al lezenn, a selle ouzh gwall-daolioù ETA da skouer. Bremañ e Katalonia e vez lakaet an dud en toull-bac’h evit bout klasket staliañ boestoù-votiñ en ur skol bennak.

N’eus ket, e stad Spagn er mare-mañ, un aergelc’h demokratek ma c’hellfe cheñch an traoù enni evit a sell ouzh prizonidi ETA.

 

 

Abaoe 8 miz

Hag er prizonioù spagnolat ne cheñch ket buhez ar brizonidi euskarat. Kement ha kemer ur skouer : e toull-bac’h Albolote (kostez Grenade) ‘zo div brizionadez bolitikel euskarat – Ainhoa Mujika Goni hag Agurtzane Delgado Iriondo – bet kaset er gell digenveziñ d’an 18 a viz Mae 2017 evit traoù dister hag… Emaint e-barzh c’hoazh ! N’o deus ket droed da gejañ ouzh ar prizoniadezed all na da gaout tamm gweladenn ebet. Abaoe 8 miz n’o deus kejet ouzh den ebet, koulz lavaret.

Ha kement-mañ a c’hoarvez e-barzh ur stad demokratel hag a zo ezel eus an Unvaniezh Europa ma vez gwarezet enni ar gwirioù ken demokratel all, evel-just !

 

 

Fabien Lécuyer